Le Hippokrates
Al le hengounel touet gant ar vedisined a-raok pleustriñ gant o micher eo Le Hippokrates e broioù ar c'hornaoueg. Kredet e vez peurvuiañ e oa skrivet gant Hippokrates, lakaet alies da dad medisinerezh ar c'hornaoueg, pe gant unan eus e ziskibled[1]. Skrivet eo bet al le e gresianeg ionik, en hanterenn ziwezhañ ar Vvet kantved kt JK[2] ha peurliesañ e vez lakaet e Corpus Hippokrates. Ludwig Edelstein en deus kinnniget ar vartezeadenn e vije bet skrivet al le gant Pitagoregourien, n'eus prouenn ebet avat e vije bet ur skol vezegiezh pitagorek[3]. Al le en deus un dalvoudegezh istorel hag hengounel ha sellet e vez outañ evel ul lid tremen evit ar vezeien en ur bern broioù, daoust ma c'hell bezañ kemmoù etre stummoù modern an destenn diouzh ar Stadoù.
Le Hippokrates (orkos) zo unan eus eus an testennoù mezegiezh gresian ar muiañ brudet. Goulenn a ra digant ar vedisined nevez touiñ war anv un niver a zoueed e toujint ouzh reolennoù-micher etikel zo. Gant an amzer o tremen e voe adskrivet alies, dezhañ da glotañ gant talvoudegezhioù sevenadurezhioù disheñvel a oa levezonet gant mezegiezh Henc'hres.
Testenn al le
kemmañAn destenn glasel
kemmañGwir destenn al le troet e brezhoneg zo da-heul[4] :
Touiñ a ran, dre Apollon ar pareour, Asklepios, Higeia ha Panakea ha kemer a ran da dest an holl zoueed, an holl zoueezed e toujin d'al le ha d'an emglev amañ da-heul hervez ma gouestoni ha ma skiant barn.
da sellet evel ma ran ouzh ma zud ouzh an hini en deus desket din an arz-mañ ; da vevañ a-gevret gantañ ha ma'z eo ret da lodenniñ ma madoù gantañ; da sellet ouzh e vugale evel ma breudeur din-me, da gelenn an arz-mañ dezho.
Gourc'hemenn a rin louzaouerezh pe reol evit mad ma c'hlañvourion hervez ma gouestoni ha ma skiant ha biken ne rin droug d'unan bennak.
Ne roin ket un dramm marvel d'unan bennak ma vez goulennet ganin ha ne guzuilhin ket un hevelep raktres. Er memes doare ne roin ket ul louzoù d'ur plac'h a-benn lakaat anezhi da ziforc'hañ met gwareziñ a rin glanded ma buhez ha ma arz.
Ne oberatain ket evit lemel ar grouanennoù zoken evit klañvourion a vez gwelet mat emaint gant ar c'hleñved-mañ. Leuskel a rin an oberatadenn-mañ da vezañ graet gant tud a-vicher arbennikaet war an arz-mañ.
E kement ti ma'z in ne antrein nemet evit mad ma c'hlañvourion, hag e talc'hin ac'hanon pell diouzh kement drougober sevenet a-ratozh pe eus pep lorberezh hag ent-ispisial eus plijadurezhioù ar garantez gant merc'hed pe paotred, dezho da vezañ frank pe sklav.
Kement tra a zeuy em anaouedegezh pa vin o labourat em arz pe em darempredoù pemdez gant an dud, ha na zlefe ket bezañ rannet gant an holl, a virin kuzh ha n'e ziskuilhin ket morse.
Ma talc'han gant fealded da'm le, ra vin em bleud e-doug ma buhez ha ra bleustrin ma arz, doujet gant holl an dud hag en holl amzerioù ; ma'z an diwar an arroudenn avat pe ma torran anezhañ, ra vo ar c'hontrol a vo ma lod. ”
An destenn vodern
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (el) Skrid orin al le e gregach
- (fr) Ar skrid gallek
- (pt) Ar skrid portugalek
Notennoù
kemmañ- ↑ Farnell, Lewis R. (2004-06-30). "Chapter 10", Greek Hero Cults and Ideas of Immortality. Kessinger Publishing. 234–279 p. ISBN 978-1417921348. p.269: "The famous Hippocratean oath may not be an authentic deliverance of the great master, but is an ancient formula current in his school."
- ↑ The Hippocratic oath: text, translation and interpretation gant Ludwig Edelstein Pajenn 56 ISBN 978-0-8018-0184-6 (1943)
- ↑ Temkin, Owsei (2001-12-06). "On Second Thought", "On Second Thought" and Other Essays in the History of Medicine and Science. Johns Hopkins University. ISBN 978-0801867743.
- ↑ Diwar testenn saoznek The Hippocratic Oath, troet gant Michael North, National Library of Medicine, National Institutes of Healt