Panakeia
(Adkaset eus Panakea)
Panakeia (Πανάκεια / Panákeia e gregach) a oa merc’h d'an doue Asklepios (a oa mab da Apollon) ha da Lampetia, hag unan eus doueed ar yec'hed.
Sikour a rae he zad gant he c'hoarezed ha pareañ a rae an holl gleñvedoù gant he louzoù, he c'hoar Iaso o vezañ doueez ar pare ha Hygieia hini ar yec'hed hag an diwall diouzh ar c'hleñvedoù.
Breudeur ha c'hoarezed
kemmañPevar breur he doe:
- Podaleirios, a voe medisin ha roue Trikka, a ouie anavezout kleñvedoù an dud,
- Mac'haon, roue Trikka, ivez, surjian, a voe lazhet e-pad brezel Troia gant Penthesileia, rouanez an Amazonezed;
- Telesforos, a chomas da skoazellañ e dad doue
- Arato, an haroz a zieubas Sikyon.
C'hoarezed:
Gerioù
kemmañ- Dont a ra Panakeia eus "panakés" (hollbareañ) diwar "pan", holl, hag "akos", pare, a vije a-orin gant hor ger "yac'h"(Daveoù a vank).
- Diwar hec'h anv e teu ar gerioù saoznek ha gallek "panacea", "panacée".
- An anv Iaso ivez, a deu eus ar gregach iasthai, pareañ, a vije kar d'hor ger yac'h(Daveoù a vank).
Liammoù diavaez
kemmañ- E saozneg:[1]