Tour-tan Beg Lokmazhe

tour-tan e Breizh

Tour-tan Beg Lokmazhe zo un tour-tan savet e Beg Lokmazhe, e kumun Plougonvelen. Savet e voe an tour-tan a weler bremañ e 1835, e-mesk rivinoù abati Lokmazhe. Unan eus pennañ tourioù-tan aodoù Breizh eo ha gwelet e vez e c’houloù betek 29 mil mor tro-war-dro (war-dro 55 km).

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL


Tour-tan Beg Lokmazhe
Map
Lec’hQ113646597, Plougonvelen, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 19′ 48″ N 4° 46′ 15″ W / 48.33, -4.7708
Tour
Savet1835 Edit this on Wikidata
Dafarmaen Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1996 Edit this on Wikidata
Uhelder37 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor62,6 metr Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel rummet, monumant istorel enskrivet Edit this on Wikidata
Gweladenniñya
Annezetn’eo ket
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ1835 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn56 metr, 58 metr Edit this on Wikidata
Diraez24 mil-mor, 28 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl W 15s, F W Edit this on Wikidata

Tour-tan Beg Lokmazhe, asambles gant hini Beg Enez Konk, a ziskouez an hent war-du kanol ar Forn d’ar bigi zo o tont eus ar c’hreisteiz. Asambles gant tour-tan ar Minou ha tour-tan ar Porzhig e tiskouez an hent d’ar bigi zo o tont eus ar mervent hag a zo o o klask mont e-barzh morlenn Brest.

E dibenn ar XVIIvet kantved e voe kinniget sevel un tour-tan e beg Lokmazhe da aesaat ar bageal d’ar voraerien a glaske mont da Vrest. E miz Gwengolo 1692 e voe echuet al labourioù da lakaat un tan e krec’h kloc'hdi an abati. D’an hevelep mare, pe war-dro, e voe savet tour-tan ar Stif en enez Eusa. Met en amzer gozh e kouste ker derc’hel un tan evel-se war enaou. Evit espern danvez-tan ne veze enaouet, er bloavezhioù kentañ, nemet e-pad an nozvezhioù du-pod, er goañv. Risklus e oa ivez kaout glaou-keuneud er c’hloc’hdi.

E 1695 e voe divizet lakaat ul letern ennañ pemzek kleuzeurig dre eoul, war teir renkennad. Met adarre e klemme tud peogwir ne veze ket enaouet an tour-tan atav. E 1701 e krogas ar Morlu d’ober war-dro an tour-tan, e-lec’h ar venec’h. En amzer-se e veze gwelet ar gouloù war-hed daou lev tro-dro. E 1771 e voe gwellaet al letern un tammig : er c’hleuzeurioù e voe lakaet gwerennoù brasoc’h, hag e-lec’h eoul pesked e voent maget gant ur meskad eoul pesked hag eoul kolza (ar moged ne lousae ket kement ar gwer). War-hed 30 kilometr e c’halled gwelet gouloù an tour-tan.

Da vare an Dispac'h gall e voe gwerzhet an abati d’ur bourc’hiz eus ar vro, Budog Provost, war an diviz ma ne vefe ket diskaret an tour-tan. Madoù ha mein an abati a voe gwerzhet gantañ, met chom a reas an tour-tan en e sav, evel ma oa.

E 1821 e voe lakaet ur gouloù “tro” (gant sklêrijenn digendalc’h, a vommoù, dre ma tro al letern) e-lec’h ar gouloù diastal a oa betek neuze. Evel-se e oa disheñvel goueleier Beg Lokmazhe diouzh re tour-tan ar Stif.

Dre ma oa erruet tour-tan an abati kozh en ur stad fall e voe divizet sevel un tour-tan nevez. D’ar 15 a viz Mezheven 1835 e krogas an tour-tan nevez da vont en-dro.

An tour-tan bremañ

kemmañ

An tour-tan a voe savet e 1835 zo 3,2 metr e dreuzkiz diabarzh ha 36 metr e uhelder. Savet eo bet gant greunit eus mengleuzioù an Aber Ildud hag eus Kersanton. En traoñ, en ur sichenn gelc’hiek, edo lojeiz ar warded hag ar pourvezioù. Gwelet e vez ar gouloù zo e beg an tour war-hed 27 mil mor. Ur sklêrijenn wenn a daol bep 15 eilenn. Goude bezañ aet en-dro gant eoul da gentañ, e voe tredanet e miz Meurzh 1932. E 1963 e oa bet livet an tour evel m’emañ bremañ : gwenn ha ruz, gant ar meneg "Saint-Mathieu" skrivet warnañ. E 1996 e teuas an tour-tan da vezañ emgefreek hag abaoe deroù 2006 n’eus mui gward ebet ennañ. E miz Gwengolo 2005 e oa bet lakaet war roll ar monumantoù istorel.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.