Tour-tan ar Minou

tour-tan e Breizh

Tour-tan ar Minou zo un tour-tan savet e beg ar Minou, e kumun Plouzane, e Bro-Leon. Asambles gant tour-tan ar Porzhig e tiskouez d’ar voraerien a zeu eus an donvor an hent da vont e-barzh morlenn Brest dre ar Mulgul.

Tour-tan ar Minou
Map
Lec’hPlouzane, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 20′ 12″ N 4° 36′ 51″ W / 48.3367, -4.6142
Tour
Savet1848 Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1989 Edit this on Wikidata
Uhelder24 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor34 metr Edit this on Wikidata
Statud gladele renabl hollek an herezh sevenadurel Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn’eo ket
Gouloù
Uhelder fokalenn34 metr Edit this on Wikidata
Diraez19 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl(2) WR 6s Edit this on Wikidata

Savet eo bet war ur garreg zo stag ouzh an douar-bras war-bouez ur pontig. Savet e voe gant mein Kersanton ha gant greunvein eus an Aber Ildud. En e gichen ez eus un tourig all, a oa arouezva ar morlu.

En XIXvet kantved e oa bet enaouet tour-tan Beg Lokmazhe, pelloc'h er c'hornôg. Fellout a rae d’ar Morlu kaout tourioù-tan all da heñchañ ar voraerien da vont betek porzh bras Brest. Savet e voe tour-tan ar Minou, a-benn ar fin, e 1848, war ur garreg a oa dirak ur c’hreñvlec’h a oa d’ar morlu, e Plouzane. E 1989 eo oa bet lakaet da vont en-dro emgefre. Bremañ eo pellgontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h en Eusa.

Tour-tan ar Minou.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.