Mulgul Brest eo ar vrec'h-vor etre lenn-vor Brest hag ar Meurvor Atlantel. Tapout a ra eus Beg ar Minou, e Plouzane, betek Beg ar Porzhig en hanternoz (tostik da Vrest), hag eus Enez ar Gapusined betek Beg ar Spagnoled er c'hreisteiz, e ledenez Roskañvel. 3 000 m hed zo dezhañ, ha 1 500 m led.

Mulgul Brest ha tour-tan Beg ar Porzhig.
Kartenn eus lenn-vor Brest.