Tour-tan ar Porzhig

tour-tan e Breizh

Tour-tan ar Porzhig zo un tour-tan savet war aod hanternoz mulgul Brest. War zouar kumun Brest emañ.

Tour-tan ar Porzhig
Phare du Portzic
Map
Lec’hMulgul Brest, Brest, Penn-ar-Bed, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 21′ 30″ N 4° 32′ 03″ W / 48.3583, -4.5342
Tour
Savet1848 Edit this on Wikidata
Dafargranit (tour) Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1994 Edit this on Wikidata
Uhelder35 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor63 metr Edit this on Wikidata
Stummeizhkorneg Edit this on Wikidata
Merkoùn’eo ket livet (tour), ruz (letern) Edit this on Wikidata
Mammenn energiezhtredan-ti Edit this on Wikidata
Statud gladele renabl hollek an herezh sevenadurel Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn'eo ket
Gouloù
Uhelder fokalenn56 metr Edit this on Wikidata
Diraez17 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalOc(2) WR 12s Edit this on Wikidata

Savet e voe e 1847-1848, war un dachenn a oa d'an arme, war Beg ar Porzhig, nepell diouzh kreñvlec'h ar Porzhig. D'ar mare-se ivez e voe savet tour-tan ar Minou, pelloc'h er gornaoueg. Ganto o-daou e vez diskouezet d'ar bigi pelec'h emañ genoù morlenn Brest.

Enaouet e oa bet evit ar wech kentañ d'ar 1 a viz Genver 1848. Tredanaet e oa bet e 1953 hag emgefrekaet e 1994. Bremañ e vez pellgontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h, en Eusa.

Ur semafor zo e traoñ an tour. Alese e vez eveshaet tremenerezh ar bigi a ya tre e morlenn Brest pe a ya kuit diouti.

Ur gouloù pennañ zo, gant ur sklaeriad gwenn hag unan ruz, ha gouleier bihan gwenn o strinkellikat.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.