Tour-tan Kereon
Tourioù-tan | |
---|---|
Tour-tan Kereon | |
![]() | |
lec'hiadur | 48° 26' 14" N - 5° 01' 32" W |
Bro | Breizh |
Savet e | 1907-1916 |
Uhelder | 48 m |
Uhelder diwar live ar mor | 44 m |
Hed-gwel | 17 mil mor (gwenn) 7 mil mor (ruz) |
Gouloù | 3 sked gwenn ha ruz (2+1) bep 24 eilenn |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Bloaz an emgefreekadur | 2004 |
Tour-tan Kereon zo un tour-tan savet war ur garreg anvet « Maen Teñsel » etre Eusa ha Molenez, e gwalarn Breizh.
IstorAozañ
Savet e voe etre 1907 ha 1916. Paeet e voe un darn vras eus al labourioù gant ur prof 585 000 lur roet gant ur vadoberourez anvet Amicie Lebaudy. Roet e voe d’an tour-tan nevez neuze anv eontr-kozh ar vaouez-se, Charles-Marie Le Dall de Kéréon, un ofiser eus ar morlu a oa bet dibennet da vare ar Spont e-pad an Dispac'h gall. Gant prof ar vadoberourez e voe gallet kinklañ diabarzh an tour-tan en un doare pompadus : mozaik er viñs, plañchod derv, marellet gant akajou hag ebena, lambruskoù derv.[1]
D’ar 25 a viz Here 1916 e voe enaouet an tan kentañ. Mont a reas en-dro gant tir-eoul betek 1972, pa voe tredanekaet ar gouleier. An hini diwezhañ eo eus an tourioù-tan en donvor e Breizh, pe er Stad C’hall, da vezañ lakaaet da vont en-dro e-unan. Kement-se a c’hoarvezas d’an 29 a viz Genver 2004 ; abaoe e vez pellgontrollet diouzh tour-tan ar C'hreac'h ha n’eus gward ebet ennañ ken. Derc’hel a reer d’e dommañ ha d’e gempenn ur wech an amzer, memes tra.[2]
NotennoùAozañ
- ↑ Fichenn diwar-benn tour-tan Kereon, savet gant DDE Penn-ar-Bed.
- ↑ Fichenn diwar-benn tour-tan Kereon, savet gant DDE Penn-ar-Bed.