Jean-Yves Cozan
Anv badez Jean-Yves Cozan
Lesanvioù Kannad Diwan
Deiziad ganedigezh 16 a viz Mae 1939
Lec'h ganedigezh Brest, Penn-ar-Bed, Breizh
Aet da anaon 16 a viz Even 2015 (76 vloaz)

Penn-ar-Bed, Breizh

Bro Flag of Brittany (Gwenn ha du).svg Breizh
Micherioù Politikour
Skour UDF

Strollad Breizh
MoDem

Jean-Yves Cozan, bet ganet d'ar 16 a viz Mae 1939 e Brest (Penn-ar-Bed), aet d'an anaon d'ar 15 a viz Mezheven 2015[1], a oa ur politikour breizhat eus ar MoDem, ha tost eus Strollad Breizh. Stourm a rae evit gwirioù enezeier Breizh (Enez-Eusa), gwirioù ar bobl brezhon ha dasorc'hidigezh Breizh.

"Kannad Diwan" a zo aet da anaon en noz etre ar 15 hag ar 16 a viz Even 2015, oadet e oa a 76 vloaz[2][3].

BuhezAozañ

Goude bezañ graet studioù sokiologiezh e teu da vezañ kazetenner er sizhunieg Le Progrès de Cornouaille, el lec'h ma teu da vezañ rener (1962-69), a-raok mont da labourat e burev André Colin, bet ministr, kuzulier-departamant Eusa ha prezidant kuzul-departamant Penn-ar-Bed (1969-78), evel pennsekretour ar CODAFF. Da gentañ penn e oa ezel eus ar Centre des démocrates sociaux (CDS), ha mont a reas goude da emezelañ d'an UDF hag e Club Idées-Action Alain Madelin, emglevioù a savas gant ar PS ivez. E 1998 e chomas en eil tro evit dilennadegoù ar senedourien el lec'h ma voe dilennet 3 senedour sokialour hag un RPR addilennet. Kas a ra ul listenn « Indépendants de Bretagne » stag ouzh strollad ebet, met eus muianiver an tu dehoù.

Dilennet e oa bet da eilmaer Kemper (1977-89), kuzulier-departamant Kanton Eusa (abaoe ma'z eo marv d'André Colin e 1978), kuzulier Kuzul-rannvro Breizh eus 1986 da 1988, hag adarre eus 1998 da 2004, ha kannad eus Penn-ar-Bed eus 1986 da 1997.

Adalek 1983 e oa bet ivez prezidant Park an Arvorig hag eus 6 Société d'économie mixte. Eus an tu all e oa bet prezidant Finist'air. Chom a rae merour ar SEM war terkerezh Penn-ar-Bed.

Er Vodadenn Vroadel e voe e bodad an difenn hag e penn ar strollad evit ar vignoniezh etre Bro-C'hall ha Sina.

E Kuzul Rannvroel Breizh, e lec'h ma oa eilprezidant betek 2004, e oa e karg eus an identelezh breizhat hag ar sevenadur.

E 2008 ez a e-barzh Askol, kevredigezh an dilennidi ezel pe tost eus Strollad Breizh.

D'an 30 a viz Meurzh 2009 e teu da vezañ ezel eus ar MoDem.

Tad Isabelle le Bal, kuzulierez-kêr e Kemper, e oa.

Notennoù ha daveennoùAozañ