Sibilla
- Ur pennad Sybilla zo ivez.
Ur Sibilla (Sĭbylla pe Sibulla e latin, diwar ar ger gregach Σίβυλλα), a oa ur velegez hag un diouganerez en Henamzer. Meur a hini zo bet brudet.
Relijion
kemmañE mojennoù Hellaz kozh e oa ur velegez da Apollon hag a rae diouganoù en un doare amsklaer hag amster, ma c'halled kompren meur a dra, ha gant-se ne veze ket abeg da glemm goude.
Gwelet e veze ar sibilla evel un den tost d'an doueed, mouezh o furnezh, gouest da embann kemennoù an doueed d'an dud. Diwar-benn orin an anv hag ar vojenn n'eus netra asur.
An daouzek sibilla
kemmañDaouzek sibilla a veze kontet er Iañ kantved kent JK.
- Sibilla Eritre, ur gêr war an aod, dirak Enez C'hios.
- Sibilla Tibur a weler he zempl c'hoazh e Tibur, a zo Tivoli hiziv;
- Sibilla Hellespontos,
- Sibilla Frigia, en Anatolia
- Sibilla Persia
- Sibilla Libia, e Kartada
- Ar Sibilla Cimmeria, war aod ar Mor Du
- Sibilla Delfi, anvet ivez Pitia, en abeg da sarpant Piton, a ziwalle templ Delfi,
- Ar Sibilla Samia, en Enez Samos.
- Sibilla Agrippa, moarvat diwar Aegypta.
- Sibilla Marpessos (e-kichen Troia). Hervez Heraklit
e komze « gant ur genoù alfoet, hep mousc'hoarzh, hep bravigoù, hep ficherezh, hag he mouezh o tont dreist mil bloaz a-drugarez d'an doue»[1]. Hec'h orakloù a veze skrivet war delioù a oa e-doare divinadelloù pe luziadelloù.
Hervez Metamorfozoù (XIV) Ovidius e vage Apollon karantez ouzh sibilla Cumes ha kinnig a reas reiñ dezhi he goulenn ma roe dezhañ e c'hoant. Ha hi d'ober van da vezañ a-du ha da c'houlenn bloavezhioù buhez kement hag a draezhennoù en he dorn, en ur zisoñjal goulenn ar yaouankiz hollbad war un dro.
En Aeneis e skriv Vergilius e tiskennas Aeneas d'an Ifernioù gant sibilla Cumes. Hi he devoa diskouezet dezhañ pelec'h kutuilh ar barr aour er c'hoadoù war aod al lac d'Averne, ar barr a roas tu dezhañ da vont en Hades.
Notennoù
kemmañ- ↑ Arroudenn adkemeret gant Ploutarc'hos en e De Pythiae Oraculis
Sibillaed en arz
kemmañSibillaed Michelangelo
kemmañMichelangelo en deus livet ar belegezed-se ouzh lein ar Chapel Sistina.
Sibillaed Raffaello
kemmañPennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Jürgen Beyer, 'Sibyllen', Enzyklopädie des Märchens. Handwörterbuch zur historischen und vergleichenden Erzählforschung, levrenn 12, Berlin & New York : Walter de Gruyter 2007, col. 625-630
- Françoise Lecocq,"La Sibylle Europa, ou la Renaissance d’un symbolisme chrétien médiéval", Actes du colloque internat. D’Europe à l’Europe, III. La dimension politique et religieuse du mythe d’Europe de l‘Antiquité à nos jours (Paris, ENS-Ulm, 29-30.11.2001), éd. O. Wattel - De Croizant, coll. Caesarodunum, n° hors-série, 2002, p. 155-187.
- Monique Bouquet ha Françoise Morzadec, La Sibylle. Parole et représentation, Roazhon : Presses Universitaires de Rennes (PUR), 2004, 301 p., 19 figs. (Collection « Interférences »).
- Jackie Pigeaud, Les Sibylles. Actes des VIIIs Entretiens de La Garenne Lemot, 18 au 20 octobre 2001, Naoned 2005, 231 p., 5 pls. en couleur.
- Jean-Michel ROESSLI, "Vies et métamorphoses de la Sibylle", Revue de l'histoire des religions, 2/2007 : Divination et révélation dans les mondes grec et romain, p. 253-271. En linenn: [1].