Tivoli
kumun italian
(Adkaset eus Tibur)
Tivoli zo ur gumun hag ur gêr en Italia, e meurgêr Roma Capitale, e rannvro Lazio. Tibur e oa an anv latin kozh.
Tivoli
Anv ofisiel | Tivoli |
---|---|
Anv er yezh a orin | Tivoli |
Anv annezidi | tiburtini |
Stad | Italia |
E tiriad | Meurgêr Roma Capitale |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
War ribl | Aniene |
Daveennoù douaroniel | 41°58′0″N 12°48′0″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 41°56′51″N 12°50′56″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 42°0′23″N 12°48′44″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 41°55′1″N 12°48′20″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 41°56′9″N 12°41′24″E |
Gevellet gant | Focșani |
Erlec'hiañ a ra | Tibur |
Kod-post | 00010, 00011, 00019 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.comune.tivoli.rm.it/ |
Sant paeron | Laorañs Roma |
Seismic classification | 2B |
Kod pellgomz an takad | 0774 |
Kod plakenn varilh | ROMA |
Category for the view from the item | Category:Views from Tivoli (Italy) |
Category for the view of the item | Category:Views of Tivoli (Italy) |
Monumantoù
kemmañBrudet eo ar Villa Adriana, palez an impalaer Hadrian (76-138), savet etre 118 ha 134.
E 1550 e voe savet ar villa d'Este, unan eus kaerañ liorzhoù an Azginivelezh italian.
En XIXvet kantved e voe lakaet aozañ ul liorzh all gant ar pab Gregor XVI, enni dismantroù, mougevioù, lammoù-dour, anvet Villa Gregoriana.
Gant maezioù Tivoli eo bet awenet al livourien glasel evel Nicolas Poussin, Claude Lorrain, ha diwezhatoc'h re ar romantelezh evel Corot ha Turner.
Lec'hioù arall
kemmañDiwar anv Tivoli eo bet anvet liorzhoù Tivoli Pariz en Bro-C'hall ha liorzhoù Tivoli (1843), e Kopenhagen e Danmark.