Bacchiacca
(Adkaset eus Francesco Ubertini)
Francesco Ubertini, lesanvet il Bacchiacca (Borgo San Lorenzo, 1494 – Firenze, 1557) a oa ul livour italian, eus kêr Firenze e deroù ar XVIvet kantved.
Deskiñ ar vicher a reas e stal-labour Perugino ha war-dro 1515 e stagas da genlabourat gant Andrea del Sarto, Jacopo Pontormo ha Francesco Granacci evit kinklañ kambr Pierfrancesco Borgherini ha Margherita Acciauoli.
En 1540 e teuas da vout livour e lez an dug Cosimo Iañ (reg. 1537-1574) hag an dugez Eleonora di Toledo. Eno e tarempredas arzourien vrasañ e amzer evel Bronzino, Francesco Salviati, Niccolò Tribolo, Benvenuto Cellini, Baccio Bandinelli, hag e vreur-kaer Giovanni Battista del Tasso.
Oberennoù
kemmañSkeudennoù
kemmañ-
Leda hag an alarc'h
-
Klask ar gib laeret