Karl Knutsson Bonde, pe Karl VIII, ganet en 1409 ha marvet e 1470, a oa roue Sveden. Roue Norge eo bet ivez evel Karl Iañ.

Karl VIII, roue Sveden.

Rejant e voe da gentañ, gant an titl a Riksförestandare, etre 1438 ha 1440. Goude e voe Roue Sveden etre 1448 ha 1457), etre 1464 ha 1465, hag adal 1467 betek e varv en 1470. Roue Norge e voe e-pad un toullad mizioù, etre miz Du 1449 ha miz Mezheven 1450.

Karl VIII a voe lavaret anezhañ abaoe amzer ar roue Karl IX abalamour d'un doare-niveriñ diazezet war c'hwec'h roue mojennel, ha n'eus ket bet anezho, anvet « Karl », hag o dije renet e Sveden, hep na ouzer pegoulz, hervez an Historia de omnibus Gothorum Sueonumque regibus skrivet gant Johannes Magnus er XVIvet kantved.

Dimezioù

kemmañ

Teir gwech e timezas.

  • Birgitta Turesdotter (Bielke):
  • Katarina Karlsdotter (Gumsehuvud):
  • Kristina Abrahamsdotter:*