Karl IX
Karl IX (1550 - 1611), a oa roue Sveden, eus an Tiegezh Vasa. Tad e oa d'ar rouanez Kristina Sveden.
Pevare mab ar roue Gustav Vasa ha Margareta Leijonhufvud e oa. Dre-se n'en doa chañs ebet da vezañ roue un deiz. Koulskoude e teuas a-benn.
E vreur henañ Erik XIV a oa bet anvet da roue goude o zad Gustav. Savet e oa ar bobl a-enep d'e c'houarnamant. E vreudeur Johan ha Karl a gemeras penn un arme hag a ziskaras ar roue. Ne chome nemet rannañ ar galloud d'ober. Met Johan a voe anvet da roue (Johan III), hag anvet e voe Karl da zug Södermanland.
E miz Du 1592 e varvas ar roue Johan. E vab Sigismund, mab d'ar rouanez Katarina Jagellonica, ur Bolonadez katolik, a oa da ren war-lerc'h e dad. Met e Pologn e oa Sigismund d'ar poent, rak en 1584 e oa bet galvet da ren eno. Ha katolik e oa evel e vamm.
En 1592 e teuas Sigismund da vezañ Roue Sveden. Karl avat a vodas ar Riksdag a fizias ar gouarnamant ennañ. Evit kas gwirioù e niz da get, en 1595, ec'h embannas Karl eo al luterianegezh a oa relijion nemeti Sveden. Bodañ a reas ar Riksdag evit ma vefe anvet da rejant gantañ. Kement-se abadas betek 1599 ha neuze e voe brezel da vat. En 1598 evoe faezhet Sigismond e Linköping, hag emzaskoriñ a reas.
En 1600 e voe aozet ul lazhadeg gant Karl e Linköping ha mervel a reas pennoù bras Kuzul ar rouantelezh a oa a-du gant un unpenniezh vonreizhel ha gant kostezenn Sigismond.
Dimezioù ha bugale
kemmañDiv wech e timezas Karl IX :
- En 1579 da Anne-Marie (1561-1589), pe Marie von Pfalz-Wittelsbach merc'h da zilenner Pfalz, Ludwig VI von Pfalz (1539-1583, ha da Elisabeth von Hessen-Darmstadt (1539-1582).
- Ur verc'h o doe, Katarina Sveden (1584-1638) (1584-1638). En 1615 e timezas da Johann Kasimir von Pfalz-Zweibrücken-Kleeburg (1589-1652) eus Tiegezh von Pfalz-Zweibrücken.
- Pa intañvas Karl IX ec'h addimezas e 1592 da Christine von Holstein-Gottorp (1573-1625), merc'h da Adolphe von Holstein-Gottorp. Tri bugel o doe: