Yann III, pe Johan III e svedeg, pe Juhana III, e finneg, ganet d'an 20 a viz Kerzu 1537 ha marvet d'ar 17 a viz Du 1592, a oa roue Sveden adalek 1568 betek e varv .

Yann III Sveden

E vuhez

kemmañ

Mab e oa d'ar roue Gustav I ha d'e eil pried Margaret Leijonhufvud. E vreur henañ Erik a voe roue war-lerc'h o zad.

Ren a rae Johan ivez e Finland, evel Dug Johan, eus 1556 da 1563. En hañvezh 1568 en em savas, a-gevret gant e vreur Karl (a reno evel Karl IX), hag e kemeras kurunenn Sveden a viro betek e varv e 1592. Bac'hañ e vreur henañ Erik XIV a reas, hag e lazhañ ivez moarvat, evit kemer e gurunenn.

E 1581 e voe anvet da Briñs Meur Finland.

Dimezioù

kemmañ

Div wech e timezas

  • da g-Katarina Jagellonica (1568-1583), ur briñsez polonat katolik, a lakas he gwaz da dreiñ ouzh ar gatoligiezh;
  • da c'h-Gunilla Bielke (1585-1592), hag ur mab o doe, ur gaer a blac'h 30 vloaz yaouankoc'h eget he gwaz, hag a rene war he fried hag a lakas anezhañ da dreiñ ouzh ar brotestantiezh.

Bugale

kemmañ

Gant Katarina Jagellonica

  1. Elisabet (1564-1566), anvet ivez Isabella
  2. Sigismund (1566-1632)
  3. Anna (1568-1625)

Gant Gunilla Bielke hag ur mab o doe

Pennad kar

kemmañ