Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Søren Kierkegaard
Søren Kierkegaard
Kierkegaard e-tro 1840
Anv ofisiel Søren (Aabye) Kierkegaard
Anv pluenn Ur bern (gwelet testenn)
Obererezh Prederouriezh
Ganedigezh D'ar 5 a viz Mae 1813
e Kopenhagen, Banniel Danmark Danmark
Marv D'an 11 a viz Du 1855
e Kopenhagen, Banniel Danmark Danmark
Yezh skrivañ daneg
Oberennoù pennañ
Enten - eller
Frygt og Bæven

Sinadur

Søren Aabye Kierkegaard ([ˈsœːɔn ˈkʰiɔ̯g̊əˌg̊ɔːˀ]; distagadur da selaou ), ganet d'ar 5 a viz Mae 1813 ha marvet d'an 11 a viz Du 1855 e Kopenhagen, a zo ur skrivagner, teologour protestant ha prederour danat.
E oberenn a zo lakaet da vezañ unan eus stummoù kentañ ar vezoudelouriezh.

Programmoù-skol kemmañ

Oberennoù Søren Kierkegaard zo e programm prederouriezh ar c'hlasoù termen ar Stad C'hall, neuze e c'hallont bezañ studiet gant al liseidi vrezhonegerien a-benn an arnodenn dre gomz er vachelouriezh.

Listenn e lesanvioù kemmañ

Gant un toullad lesanvioù e reas Søren Kierkegaard en e vuhez lennegel ; setu amañ ar re bennañ, en urzh kronologek.

  • Victor Eremita, embannerEnten - Eller ("Pe / Pe", 1843)
  • A, ur skrivagner puilh e bennadoù en Enten - Eller
  • Dommer William ("Ar barner William"), aozer an dizarbennadurioù ouzh A en Enten - Eller
  • Johannes a Silentio, aozer Frygt og Bæven ("Aon ha krenañ", 1843)
  • Constantin Constantius, aozer hanterenn gentañ Gjentagelsen ("Azlavarad", 1843)
  • Den unge mand ("Ar paotr yaouank"), aozer eil hanterenn Gjentagelsen
  • Vigilius Haufniensis, aozer Begrebet Angest ("Meiziad an anken", 1844)
  • Nicolaus Notabene, aozer Forord ("Rakger", 1844)
  • Hilarius ar c'heiner, embanner Stadier paa Livets Vej ("Lankadoù war hent ar vuhez", 1845)
  • Johannes Climacus, aozer Philosophiske Smuler eller En Smule Philosophi ("Tammoù prederouriezh pe un tamm prederouriezh", 1844) hag Afsluttende uvidenskabelig Efterskrift til de philosophiske Smuler ("Goudeskrid d'an tammoù prederouriezh", 1846)
  • Inter et inter, aozer Krisen og en Krise i en Skuespillerindes Liv ("Ar Reuziad hag ur Reuziad e Buhez un Aktourez", 1847)
  • H.H., aozer Tvende ethisk-religieuse Smaa-Afhandlinger ("Daou veni arnodskrid buhezegezhel ha relijiel", 1849)
  • Anti-Climacus, aozer Sygdommen til Døden ("Kleñved marvel", 1849) hag Indøvelse i Christendom ("Embreg ar gristeniezh", 1850)

Krennlavarioù kemmañ

  • "Ar fentigellour, evel al loen-gouez, a ya e-unan". Arroudenn d'e zeizlevr
  • "An dimeziñ a zo hag a chomo ar veaj dizoloiñ pennañ hag a vefe embreget gant an den" Arroudenn d'ar pennad Diwar-benn an dimeziñ
  • "Ar garantez a vez un dra ken simpl, met an dimeziñ..."

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.