Michel Mohrt
skrivagner gallek
Michel Mohrt a zo ur skrivagner breizhat gallek ganet e Montroulez d'an 28 a viz Ebrel 1914, ha marvet d'ar 17 a viz Eost 2011 e Pariz. Ezel e oa eus an Akademiezh c'hall, ha priz bras romant an Akademiezh c'hall en devoa bet e 1962 evit La Prison maritime a zo e levr anavezetañ ma vez taolennet ennañ Emsav Breizh a-raok ar brezel.
Michel Mohrt hag ar brezhoneg
kemmañSkeudennet e oa bet gantañ levr Jakez Riou Gorsedd Digor (1928). Pa oa bet degemeret en Akademiezh c'hall e 1985 en devoa distaget un nebeud bommoù brezhoneg, ha Jean d'Ormesson en devoa degemeret anezhañ gant ur frazenn vrezhonek ivez, en e brezegenn[1]. Savet e vije bet a-enep mennad an Akademiezh c'hall a-enep meneg ar yezhoù-rannvro e bonreizh ar Republik c'hall[2].