Franck Bonnamour, ganet e Lannuon d’an 20 a viz Mezheven 1995, a zo un reder marc'h-houarn a vicher abaoe 2016.

Franck Bonnamour
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanFranck Kemmañ
Anv-familhBonnamour Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Mez 1995 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLannuon Kemmañ
TadYves Bonnamour Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermarc'hhouarner Kemmañ
Sportmarc'hhouarnerezh war an hent Kemmañ

E familh

kemmañ

Un afer familh eo ar marc'h-houarn : e vamm Christine Gourmelon a zo bet kampionez Frañs rummad an diwanidi e 1981 hag e dad Yves a oa bet e skipailh Super U-Raleigh ha Castorama, evel skoazeller ar penn skipailh.

Remzad amatour

kemmañ

E 2011 e voe kampion Breizh e rummad ar yaouerien.

Adalek 2012 e voe ezel skipailh Lannuon . Gounit a reas an tennad kentañ en ur redadeg e Beljia evit ar re yaouank, Liège-La Gleize hag e tapas eil plas ar renkadur hollek.

Ar bloaz war-lerc’h, e 2013, en deus gounezet kampionad Europa.

Remzad a vicher

kemmañ

E 2016 e voe tutet Franck Bonnamour gant skipailh Fortuneo Vital Konsept evel un ezel skipailh, da lâret eo un den evit harpañ ar penn skipailh da echuiñ ar c’houlzad, neuze ne oa ket re splann e disorc’hoù.

E 2017 en deus kendalc’het e remzad micherel gant skipailh Fortuneo Oscaro. Disorc’hoù kaer a dapas evel e tro Haut Var e-lec’h ma tapas roched ar c’hraper gwellañ.  Chom a reas e-touez ar 15 gwellañ reder, da skouer e-pad Pevar devezh Dukark, Priz bras ar Morbihan e Pluveleg ha tro Luxembourg.

E 2018 e rede gant skipailh Fortuneo Samsic.

Disorc’hoù 2020 n’int  ket bet dreistordinal.

E 2021, gant ar skipailh B&B hotel KTM, e voe e vravañ koulzad, gant un “top 20” war Challenge Majorca ha tro Bro-C’hall evit ar wech kentañ. Un dro gaer e voe gant un titl levier, ar gwellañ argader ha disorc’hoù e-barzh an “top 7” war un nebeud tennadoù.

Diaes eo bet  ar bloavezh 2022 peogwir e kouezhas meur a wech. Tapout a reas lamm e 2023 c’hoazh, gloazet e voe zoken.

E 2024 eo bet nac’het dezhañ kemer perzh e redadegoù peogwir e voe kavet traoù direizh en e baseporzh biologel gant Unvaniezh Etrebroadel ar Marc’h-houarn.

Liammoù diavaez

kemmañ