Marc'hhouarnerezh war an hent
Pa gomzer eus marc'hhouarnerezh war an hent e komzer eus marc'hhouarnerezh evel sport hag eus ar redadegoù a bep seurt aozet war an hentoù. En Europa dreist-holl eo brudet ar sport-se, rak n'eo ket gwall anavezet en Afrika abalamour ma n'eus ket hentoù diouzh se, na kennebeut en Amerika, dre an hevelep abeg, pe, evel e SUA, dre ma n'eus ket arc'hant a-walc'h da c'hounit e-skoaz e sportoù all.
Kemm a reer etre seurtoù redadegoù disheñvel:
- ar redadegoù a zeiz da zeiz, enne meur a dennad-hent, evel an teir zro vroadel veur, re Bro-C'hall, Italia ha Spagn, ha re all ha n'int ket ken brudet (troioù Suis, Belgia, Alamagn, Sveden).
- ar redadegoù un devezh, anvet ivez redadegoù klasel, Pariz-Roubaix, Liège-Bastogne-Liège, da skouer
- ar redadegoù a-enep d'ar montr, evel Priz meur ar Broadoù,
- ar redadegoù a-enep d'ar montr dre vagadoù,
Nerzh da badout
kemmañE-pad ur redadeg e ran ar marc'hhouarner strivañ da chom hep koll nerzh en aner evit e zispign d'ar c'houlz gwellañ.