Gavrilo Princip
Gavrilo Princip (25 a viz Gouere 1894 - 28 a viz Ebrel 1918) a oa un den yaouank hag a lazhas an arc'hdug Franz Ferdinand Aostria hag e wreg Sofía Chotek e Sarajevo e 1914. Kement-se a voe kaoz d'ar Brezel-bed kentañ da darzhañ.
Ganet e voe Princip en Obljaj, e Bosnia-ha-Herzegovina. Ezel e oa eus ur c'helc'h broadelourien serb, stag ouzh luskad an "Dorn Du", a glaske unaniñ Bosnia ouzh Serbia.
D'an 28 a viz Mezheven 1914 e oa an arc'hdug Franz Ferdinand, hêr da gurunenn impalaeriezh Aostria-Hungaria, da vont da Sarajevo. Tennet e voe warnañ ha war e wreg gant Princip, ha mervel a rejont buan goude.
Klask a reas Princip en em lazhañ, met harzet e voe. Barnet e voe ha kondaonet da vezañ toullbac'het e vuhez-pad. Mervel a reas diwar an dorzhellegezh er vac'h e 1918.