Mailh-tenner
Mailh-tenner a vez graet eus un den barrek war an tennañ a-bell gant ur fuzuilh-resisted. Daou zoare anezho a vez kavet :
- An tenner-resisted ((en) marksman, gwechall sharpshooter) a zo perzh eus ur gevrenn troadegiezh en arme. E rol eo dastum titouroù, kelaouiñ penn e gevrenn war hec'h endro, ha distruj dafar pe neptuiñ enebourien betek war-dro 600 metr a-drugarez d'ur fuzuilh-resisted[1]. Tennerien-resisted a zo ivez er strolladoù surentez evit gwareziñ pennoù-bras, evezhiañ lec'hioù kizidik evel ar c'hreizennoù nukleel pe talañ ouzh sponterien pe skraperezhioù gouestlidi[2].
- An tenner ar gwellañ pe sniper a labour en arme en ur skipailh bihan (daou pe tri den), asambles gant un arseller a sikour anezhañ da zielfennañ an endro ha da reizhañ e dennoù[1]. Implijout a ra ur fuzuilh-resisted dezhañ ur c'halibr kalz kreñvoc'h evit hini an tenner-resisted (.50 BMG da skouer[3]) evit gellet tennañ pizh pelloc'h evit 600 metr.
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Être tireur d'élite et tireur de précision war defense.gouv.fr, 03/02/2023 (lennet d'ar 06/07/2024)
- ↑ (fr) Tireur d’élite en gendarmerie : « La première cartouche doit faire mouche », war gendarmerie.interieur.gouv.fr, 02/02/2022 (lennet d'ar 06/07/2024)
- ↑ Gwelet ar c'halibroù implijet ar muiañ e roll taolioù-dreist ar sniperien hervez hed an tenn (Wikipedia saoznek)