M3 Stuart
An M3 Stuart, ent ofisiel Light Tank, M3 (tank skañv M3), a oa un tank skañv stadunanat implijet e-pad an Eil Brezel-bed. Dafaret e oa bet nerzhioù lu Bro-Saoz ha re ar C'Hommonwealth dre ar gevrat lend-lease a-raok ma vefe engouestlet ar Stadoù-Unanet Amerika er brezel. Ur wech er brezel e voe implijet gant nerzhioù lu SUA kement ha gant ar Gevredidi all betek fin ar brezel.
Iskevrennad eus | tank skañv |
---|---|
Anv er yezh a orin | M3 Stuart |
Heuliet gant | M24 Chaffee |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Oberataer | Stadoù-Unanet |
An anv saoznek roet d'an tank a oa tennet eus hini ar jeneral kengevreet stadunanat J. E. B. Stuart hag a voe implijet kement evit an M3 hag an doare nevesaet M5. E lu Bro-Saoz e oa lesanvet "Honey" ivez goude ma voe bet graet "She's a honey" eus an tank gant ur blenier saoz. Er servij evit Stadoù-Unanet Amerika e oa graet "Light Tank M3" ha "Light Tank M5".
Gant an tankoù Stuart e oa bet roet an tu da bourzhidi tankoù Amerika da welet ar c'hentañ emgannoù tank enep tank eus an Eil Brezel-bed.
-
Tank skañv Stuart M3 amerikan e-kerzh emgann Stalingrad
-
Tank skañv M3 Stuart e Bro-C'hall e 1944 ouzh ar stourm.
-
Afrika an Norzh un M3 "Stuart" eus al lu saoz distrujet.