Uzin traktourioù Stalingrad
Uzin traktourioù Stalingrad Dzerjinski (Rusianeg: Stalingradski Traktorny Zavod) berraet e STZa oa anv ur greizenn greantel troet war ar sevel traktourioù a-raok bezañ lakaet da broduiñ kirri-hobregonet T-34 e-pad an Eil Brezel-bed.
Lec'hiet e oa e Stalingrad ha bet e oa bet unan eus al lec'hioù ardamez d'an nerzh difenn soviedel e-pad emgann Stalingrad. Hiziv-an-deiz ez eus c'hoazh eus an uzin anvet Uzin traktourioù Volgograd (Rusianeg: Волгоградский тракторный завод, Volgogradski traktorni zavod, pe ВгТЗ, berraet ivez e VgTZ).
Betek ar bloavezh 1961 e oa graet gant an anv Uzin traktourioù Stalingrad (Rusianeg: Сталинградский тракторный завод им. Ф. Э. Дзержинского, Stalingradski traktorni zavod im. F.E. Dzerzhinskogo, pe СТЗ). Krouet e 1930 ar greizenn greantel a oa ul lod eus an obererezhioù bet lakaet war ar stern hervez steuñ diorodur bliv greanterezh an URSS soñjet er bloavezhioù 1920.