Sven Hassel
Anv ofisiel Børge Willy Redsted Pedersen
Anv pluenn Sven Hassel, Sven Hazel (Danmark, Norvegia hag Island)
Obererezh romantoù
Ganedigezh 19 a viz Ebrel 1917
e Frederiksborg, Danmark
Marv 21 a viz Gwengolo 2012 (95 vloaz)
e Barcelona, Spagn
Yezh skrivañ Daneg
Luskad lennegel Romantoù istorel, Faltazi
Oberennoù pennañ
Traoù ouzhpenn
lesanvioù: "Il maestro dei romanzi di guerra", "Author of legion of the damned"

Lec'hienn ofisiel www.svenhassel.net/

Sven Hassel, Børge Willy Redsted Pedersen e anv gwirion, ganet d'an 19 a viz Ebrel 1917 e Frederiksborg e Danmark hag aet da Anaon d'an 21 a viz Gwengolo 2012 e Barcelona, Katalonia[1],[2], a oa ur skrivagner danek.

Romantoù hepken en deus skrivet, o taolenniñ troioù-kaer un unvezh soudarded e lu an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed[3].

Buhez Sven Hassel

kemmañ
  • An elfennoù buhez a zo bet roet an darn anezhe gant an aozour e-unan[4].

Yaouankiz e Danmark

kemmañ

E kêr Nyhuse e rannvro Frederiksborg e Danmark e voe ganet Børge Willy Redsted Pedersen, en ur familh seizh bugel, eñ o vezañ ar mab henañ ; miliner e oa Peder Oluf Pedersen, an tad, ha Maren Hansine Andersen e oa ar vamm.

Er bloavezh 1920 ez eas ar familh da Gopenhagen da chom.

Hervez an aozour ez eas-eñ da baotr-servij war bigi vakañsiñ adalek e 14 vloaz betek mare e goñje e 1936. N'eus roud istorel ebet eus ar fedoù-se ; padal, evit an daou vreur yaouankañ e kaver :

  • Tommy Redsted Pedersen war roll lu Danmark er bloavezh 1937 pa dizhas e 18 vloaz,
  • Uffe Redsted Pedersen war roll 1939 pa dizhas e 18 vloaz ivez.

Evit Sven Hassel ne gaver roud ebet war ar rolloù al lu etre 1934 ha 1940.

El lu alaman

kemmañ
 
Panzer I amheuliet gant troadegiezh ar Wehrmacht e-pad aloubadeg Polonia
 
Bomm roll dimeziñ iliz garnisonskirken o verkañ dimeziñ Børge Willy Redsted Pedersen ha Laura Dorthea Guldbæk Jensen.

Er bloavezh 1937, hag eñ dilabour da vare an enkadenn ekonomikel, e tec'has Sven Hassel eus Danmark da Alamagn da enrollañ el lu alaman, e 7vet rejimant marc'hegerezh ar Wehrmacht.
Blenier kirri-hobregon e voe en 2vet rann panzer lec'hiet en Eisenach. Gant ar rann-se e kemeras perzh en aloubadeg Polonia e 1939. Ur bloavezh war-lerc'h e tec'has eus e rejimant, met adtapet e voe.

Kaset e voe da gampoù-bac'h ha diwezhatoc'h d'ar 27vet rejimant panzer (19vet rann panzer), ur rejimant pinijennañ. Kemer a reas perzh hag un-dro en Eil Brezel-bed evel blenier kirri-hobregon ha, pa ne veze ket a-walc'h anezho, evel mindrailher gant un MG42 ha banner greunadennoù-dorn.

Ar skrivagner

kemmañ

Kroget en dije da skrivañ e romantoù pa oa prizoniad-brezel er c'hampoù goude an Eil Brezel-bed[5]

E wreg a vountas kalz warnañ evit kenderc'hel gant ar skrivañ ha dreist-holl embann e skridoù. Er bloavezh 1953 e voe embannet an hini kentañ, De fordømtes legion "Lejion ar re zaonet".

Dre ma oa klañvidik abaoe ar brezel gant un derzhienn kaokazian e chomas stanket e-pad an daou vloaz da heul, seizet ma oa war e wele.
Ret e voe dezhañ gortoz pareañ evit adkemer hent ar skrivañ.

Tabutoù

kemmañ

Tabutoù a-leizh a zo tro-dro da oberennoù Sven Hassel, ha tro-dro d'e vuhez ivez :

  • ha gwir eo e eñvorennoù ?
  • daoust ha soudard ez eo bet pe get ?
  • daoust ha kenlabourer e oa e Danmark gant nerzhioù aloubiñ an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed ?
  • perak ez eo chomet kuzh ha hep prouenn eus e vuhez a-raok hag e-pad ar mare a zo taolennet en e oberennoù ?

Ar romantoù

kemmañ

Pevarzek romant istorel a zo bet skrivet gant Sven Hassel adalek e eñvorennoù brezel, met romantoù int ha n'eo ket levrioù eñvorennoù rik.

Tudenn bennañ al levrioù a zo ur soudard anvet Sven Hassel ivez hag a vez kaset en ur rejimant kirri-hobregon pinijennañ goude bezañ bet klasket tec'hout diouzh al lu alaman.
Ur wech er 27vet rejimant panzer en em gav gant soudarded ha n'int ha harozed na soudarded urzhiet daonet evel ma oa ar peurrest eus al lu alaman d'ar mare-se. Holl soudarded er rejimant zo bet kondaonet evit torfedoù (laeroñsi, muntr, palforzhañ...) pe evit bezañ gwelet evel tud noazus hervezh selloù politikel an Trede Reich (Komunisted, sokialourien, katoliked...).

Sven Hassel a zo kaset etrezek ur c'houch karr-hobregon ha gant an hennezh e klask dreistbevañ an Eil Brezel-bed war holl dachennoù ar brezel en Europa (Rusia, Italia...)

Tudennoù ar romantoù

kemmañ

* Evit kavout ul listenn glok, gwelet ar pennad spisoc'h : Tudennoù romantoù Sven Hassel.

Listenn oberennoù

kemmañ

Goude pep titl danek e vezo kavet un droidigezh vrezhonek, bloavezh an embann hag ar mare a zo taolennet.

  • De fordømtes legion "Lejion ar re zaonet" (1953), roman tostañ eus ur skrid-buhez brezel.
  • Døden på Larvefødder "Rodoù ar marv" (1957), goañv 1943 - Meurzh 1944
  • Frontkammerater "Kamaraded an talbenn" (1960), Ebrel-Eost 1944
  • Marchbataillon "Batailhon-bale" (1962), dibenn 1942 - Ebrel 1943
  • Gestapo, 1943-1944)
  • Monte Cassino (1963), Genver-Mae 1944
  • Likvidér Paris! "Riñsañ Pariz ! (1967), Even 1944 - C'hwevrer 1945
  • SS-generalen "Jeneral SS" (1969), dibenn 1942- Ebrel 1943
  • Glemt af Gud "Hent gwadus ar marv" (1977), hañv 1944
  • Jeg så dem dø "Brezel an hañv" (1974), Here 1941 - Genver 1942
  • Kommando Reichsführer Himmler (1972), Eost-Here 1944
  • GPU-Fængslet "Toull-bac'h ar GPU" (1971), goañv 1942 - 1943
  • Krigsret "Barnadeg-brezel" (1979), goañv 1942-1943
  • Kommissæren "Ar c'homiser" (1985), hañv 1941

Oberennoù goude e varv

kemmañ

Tro-dro d'an aozour

kemmañ
  • Er bloavezh 1971, ar barzh danek Olaf Gynt en deus savet ur varzhoneg en enor da Sven Hassel anvet Denmark is listening to your voice, Sven Hassel "Emañ Danmark o selaou ho mouezh, Sven Hassel".

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ