De fordømtes legion

romant
De fordømtes legion

lejion ar re daonet

Titl orin De fordømtes legion
Aozour Sven Hassel
Doare Romant istorel
Embanner MHA Books
Deiziad embannadur 1añ a viz Genver 1953
Yezh Danek
Bro Danmark

De fordømtes legion (brezhoneg: lejion ar re daonet) eo kentañ romant-istorel ar skrivagner Sven Hassel. Bet e oa bet embannet er bloavezh 1953.

Kentañ levr ar skrivagner ez eo. Reiñ a ra tro da heuliañ troioù-kaer un unvezh soudarded er 27vet rejimant panzer ur rejimant pinijennañ e lu an Trede Reich kontet gant selloù ar soudard Sven Hassel.


Rannoù al levr

kemmañ

Notennig

kemmañ

Un notenn a zo e-penn kentañ al levr:

Al levr a zo dediet d'ar soudarded dianav kouezhet evit un abeg ha na oa ket dezho, d'am gwellañ kamaraded er 27vet rejimant panzer (pinijennañ) hag ivez d'ar vaouezed kalonek o deus ma sikouret e-pad ar bloavezhioù spouronus-se

Oberst Manfried Hinka

Oberstleutnant Erich Von Barring

Oberwfeldwebel Willie Beier

Unteroffizier Hugo Stege

Stabsgefreiter Gustav Eicken

Obergefreiter Anton Steyer

Gefreiter Hans Breuer

Unteroffizier Bernhard Fleischmann

Gefreiter Asmus Braun

Ha

Eva Schadows, studierezh war ar gwir

Ursula Schade, Doktor medisinerezh

Barbara Von Harburg, infirmiourezh

Dezertour hudur

kemmañ

Sven Hassel e-tal ar barn-brezel evit bezañ dezertour. Kondaonet ez eo da 15 vloaz labour-ret er c'hampoù-bac'h. Eva Schadows gant sikour ur gamaladez a glask didamallañ ar muiañ Sven Hassel en ur lakaat ar bec'h warni, kondaonet ez eo he da 5 bloaz kamp-bac'h e Ravensbrück.

 
Ur c'hamp-bac'h

Mervel a raent pad an deiz, mervel a raent pad an noz

kemmañ

Deskrivadur resis eus bed ar c'hampoù-bac'h e Lenggries, displegañ a ra an dudenn pennañ perak e felle dezhañ skrivañ e istor.

Taolennadur kamp-bac'h Fagen. Labour-sot met ur chañs da vezañ dieubet goude distrujañ 225 bombezenn. Taolioù-arnod en ospital ha distreiñ da prizon Lenggries. Sven Hassel a zo pardonet met kaset en ur rejimant pinijennañ.

Kant pemp ha tregont korf

kemmañ
 
Sennelager soudarded alaman war an tachenn gourdoniñ

Taolennadur ur rejimant pinijennañ hag ar gourdoniñ e kamp gourdoniñ Sennelager.

Koaraj ha labour-dorn

kemmañ

Enselladennoù er rejimantoù pinijennañ. An is-ofisour Geerner a gav poultrenn.

Ar c'hentañ kejadenn

kemmañ

Degemer Sven Hassel gant an Hauptmann Meier, penn ar 5vet kompagnunezh. Sven a zo kaset etrezek ar skouadrenn 2 dindan urzhioù al letanant von Barring, hag an iz-ofisour Beier, penn ar c'hevrenn 1. Taolennadur gentañ Beier, Porta, Eicken ha Steyer.

Ardigelloù ar Balkan

kemmañ
 
Soudarded alaman dezouget gant an tren

Tremen dre ar Balkan en un tren. Paouezh e kêr Makó en Hungaria. Joseph Porta a laer gwazioù hag a vez argaset gant ur mor a dud, savetaet ez eo gant ofisour pennañ ar 27vet rejimant panzer Manfried Hinka.

Splannderioù ar Balkan

kemmañ

Dizoloadenn un tren leun a voued hag a win. Porta kollet e kêr Bukarest (Roumania) aet da c'hoari kartoù. Soñjoù an dudenn pennañ war aloubadeg broioù kreiz ha reter Europa gant an Alamaned.

Ursula

kemmañ

Sven a ya da Vienna evit kejañ gant Ursula.

An devezhioù diwezhañ

kemmañ

Taolennadur resisoc'h eus Ursula. Kejadenn gant breur Hugo Stege. Dimeziñ gant Ursula. Sven a zo roet da vezañ un Auslandsdeutscher gant diskennidi Danek-Aostrian. Distreiñ d'e rejimant.

Koñje Porta

kemmañ

Darvoudoù koñje Porta e kêr Berlin, rebechoù savet a-enep dezhañ war e vertuz, nac'hañ a ra bezañ tad meur a vugel.

War-zu Norzh Afrika

kemmañ
 
Charreadenn bigi taget gant kirri-nij e-pad an Eil Brezel-bed
 
Soudard alaman er mor

Beaj betek Naples. Paramantadur evit talbenn Norzh-Afrika. Lestradeg evit mont war-zu Tripoli. Bombezadeg ar chareadenn, mont d'ar strad. Kollet war-vor. Savetaet gant Morlu Italia. Kaset gant ar 27vet rejimant panzer etrezek talbenn ar reter.

Teir flac'h

kemmañ

Soñjoù Beier war ar brezel. Hans Breuer degemeret er gompagnunezh. Kejadenn gant teir flac'h toullbac'het war nes bezañ kaset er c'hampoù-bac'h. Sikour roet dezhi da dec'hout.

En Iliz

kemmañ

Gweladenniñ iliz Pinsk. Joseph Porta o c'hoari ograou ur mor a dud o tont da selaou anezhañ.

A-raok an argad

kemmañ
 
Soudard blenier kirri-hobregonet panzer e Russia

Hans Breuer a zo flastret e droad. 27vet rejimant panzer e Smolensk. Aozadenn an argad.

An abadenn

kemmañ
 
Tank rusian KW-2

Pignat d'an talbenn en noz. Urzhioù ha displegadennoù war an emgann. Taolennadur an emgann, an hañv hag ar yenijenn e Rusia.

Toullbac'het

kemmañ

Keñveriadenn etre Hitler ha Stalin. Sven ha Fleischmann prizoniet. Diskrivadur ar c'hamp-bac'h soviedel. Tec'hout ha tizhout al linennoù alaman.

Ar pemoc'h Meier

kemmañ

Marv Hans Breuer. Istorioù war Meier hag e feulster. Kefridi furchal minennoù. Fin Meier, un tonkad ret.

Kouskit paotred

kemmañ

O klask repu ha kousk en ur gêriadenn rusian. Urzhioù da gas an tankoù war ur gompezenn ha da doullañ ur foz evit kuzhat anezho. Deskrivadur al labourioù, ar sikour degaset gant annezidi rusian ar gêriadenn nepell.

988vet batailhon adarme

kemmañ

Sven Hassel o vont war hent ur goñje. Roet lam d'ar goñje goude un dagadenn meur gant ar Rusianed o toullañ talbenn an Alamaned. Stourm e Volkov. Kentañ meneg eus ar c'hazh Stalin. Nedeleg 1942. Porta kollet.

An Ankou o falc'hat

kemmañ

Enraogoù lies, Porta a zo lakaet dre ret d'ar renk a Stabsgefreiter profitañ a ra evit lonkañ alkool forzh pe gement. Ar c'hazh Stalin a zo lakaet da Obergefreiter. Ebrel 1943. Lizher dieveshaet gant tad Ursula o tisplegañ penaos ez eo marvet. Sven mantret da vat o lonkañ forzh pe gement hag o treiñ da sot, pakañ ur fuzuilh resisded ha tremen e holl amzer da lazhañ soudarded rusian en o fozioù difenn.

Emgannioù tankoù dizehan ar 27vet rejimant a zo riset a-fed tankoù met ivez a-fed soudarded (posupl e vefe emgann Koursk).

Peoc'h diforc'het

kemmañ

Komzadennoù war ar peoc'h, goude ar brezel hag ar reveulzi. Kaset ar rejimant war lec'hioù-stourm nevez met hep brezel eno. Ar Rusianed a zo sioul hag hegarat a-dreñv ar stêr Donets.

Tonkad enorus

kemmañ
 
Soudard kirri-hobregonet

27vet rejimant panzer bombezet gant kirri-nij Stuka. Tagadenn war ar rejimant maouezed-soudard rusian. Kiladeg.

An tren-hobregonet

kemmañ
 
Tren-hobregon Panzerzug alaman war talbenn ar reter

Sikour ar soudarded nevez deuet. Kaset da stourm en un tren-hobregon. Sven a gej gant e gamaladez kozh infirmiourez anezhi, Asta. Emgann gant an tren-hobregon.

Hals-Und-Beinbruch

kemmañ

Emgann gant an tren-hobregon, distrujoù e-leizh. Sven ha Stege gloazhet. Un devezh en un tren-ospital. An amzer en ospital.

Ur c'hleñved hir a hetan deoc'h

kemmañ

Kerzu 1943. Margaret ha Barbara an infirmiourezed. Marv kriz Hugo Stege, lizhiri Willi Beier "an hini kozh" evit displegañ. Sven o kuitaat an ospital evit distreiñ d'ar 27vet rejimant panzer.

Kenderc'hel a ra ar brezel hervez ar steuñv

kemmañ

Sven distroet d'ar rejimant, an unvezh a zo fall he stad. Sven a zo rediet da zeskrivañ hag addeskrivañ pizh e zroiad en ospital ha dreist-holl ar glañvdiourezed (dilhad, korf...).

Propaganda sovied war an talbenn

kemmañ

Nedeleg 1943. Propaganda ar rusianed hag an efedoù war ar soudarded alaman. Film bannet gant ar Rusianed o tiskouez ar baradoz soviedel boued e-leizh ha merc'hed hudur prest da zegemer ar soudarded alaman a derfe diouzh lu an Trede Reich. Istor ar rejimant maouezed-soudard rusian. Von Barring o kregiñ da vont gant evañ alkool.

Argiladeg Kiev

kemmañ
 
Tankoù alaman distrujet war talbenn ar reter

Enebiezh etre ar Wehrmacht hag ar re SS. Sven war an talbenn en troadegiezh dre vank a dankoù. Stourm taer a-enep tankoù. Taolenniñ spis hag euzhus eus ar brezel war an talbenn. Marv Pluto. Difenn an argiladeg, lakaat trapoù er fozioù-difenn.

Astennet war an orjal-dreinek

kemmañ

Marv Porta. Sven distro d'an ospital. Kaoz berr war penaos e oa bet trapet Sven e munudoù ar c'havailhad a-enep Hitler. Kejadenn gant ar chaseour-menez troet da sot. Ebrel 1944.

E-penn ar gompagnounezh

kemmañ

Marv Barbara. Sven o tizhout ar renk a oberleutnant. Marv Willie Beier "an hini kozh" hag e obidoù. Roll-renabl hir holl kamaraded ar 27vet rejimant panzer aet da anaon ha penaos e oant marvet.

Von Barring

kemmañ

Von Barring troet da sot. Emglev etre Sven Hassel ha Manfried Hinka.

Titloù all

kemmañ
  • Danek: De fordømtes Legion
  • Galleg: La legion des damnes
  • Finnish: Tuomittujen legioona
  • Norvegeg: De fordømtes Legion
  • Svedeg: De fördömdas legion
  • Nederlandeg: Het bataljon der verdoemde
  • Spagnoleg: La Legión de los Condenados
  • Roumaneg: Legiunea Blestematilor
  • Italianeg: Maledetti da dio
  • Turkeg: Lanetliler Taburu
  • Portugaleg: Regimento da Morte

Tro-dro De fordømtes legion

kemmañ
  • Un notennig a zo e-penn kentañ al levr lec'h ma gaver listenn ar gamaraded aet da anaon pe tostañ ouzh Sven Hassel. E-keñver plas Joseph Porta en oberenn ha neuze e istor gwirion Sven Hassel hervezañ e rankfe bezañ notennet met n'ed eo ket.
  • Iskis e seblant bezañ kavout ur rejimant pinijennañ kirri-hobregonet, n'eus roud ebet e vije bet unan all evit ar 27vet rejimant panzer (19vet rann panzer) met emañ ne oa ket unan pinijennañ anezhañ.
  • An tankoù a vez roet d'ar 27vet rejimant panzer taolennet en oberenn a zo e touezh ar re wellañ e servij e lu an Trede Reich, padal en gwirionez e oant roet d'an unvezhioù arbennikaet ha brudet ar muiañ. Anat eo ne vijent ket roet d'ur rejimant pinijennañ.
  • Ne oa ket ral gwelet soudarded ar c'hirri-hobregonet panzer o vezañ kaset en trenioù-hobregonet evel taolennet el levr.

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • La légion des damnés, troer Gilles-Maurice Dumoulin, embannadur du Rocher (311 pajenn), dastumadenn Grands romans, 1999 (ISBN 978-2-268-03311-2)
  • De Fordømtes Legion, Sven Hazel, embannadur MHA Books (288 pajenn), 01/01/1953 (ISBN: 9788791466007)