Joseph Porta
Anv badez Joseph Porta
Lesanvioù Obergefreiter dre c'hras Doue
Deiziad ganedigezh Dianav
Aet da anaon
Lec'h ganedigezh Berlin, Berlin-Moabit, Alamagn
Bro Alamagn
Skourr Wehrmacht
Micherioù Laer

Soudard

Renk Obergefreiter

Stabsgefreiter

Unvezh 19vet rann panzer

27vet rejimant panzer

Emgannioù pennañ Koursk

Stalingrad
Monte Cassino

Joseph Porta, a zo un dudenn a adkaver lies e romantoù istorel Sven Hassel.

Obergefreiter ez eo ha goude-se Stabsgefreiter. Genidik eus Berlin o vevañ e karter Berlin-Moabit a-raok an Eil Brezel-bed. Kondaonet ez eo d'ar c'hampoù-bac'h dre ma oa sokialour hag en devoa plantet ur banniel ruz war tour un iliz. Goude ar c'hampoù-bac'h en em gav er 27vet rejimant panzer.

Blev rouz foll en deus, plijout a ra dezhañ dougen un tog-uhel melen hag ur werenn-lagad gant ur smoking bet holl gounezet en ur druchañ e-pad ur c'hoari kartoù e Bukarest e Roumania.

Mervel a ra toullgofet gant ur gontell rusian. Gant e gamaladed tro-dro dezhañ, Beier "an hini kozh" a c'hoari dezhañ kanaouenn Heinrich Heine Loreleï gant e Harmonika evit ambrougañ anezhañ etrezek an anaon[1].

Tro-spered

kemmañ

Hardizh gant un teod lemm aon a ra d'an ofiserien na fell ket dezho bezañ luet dirak ho soudarded. N'eo ket aonik rak muntrañ un ofisour pa vez ul loen fall anezhañ hervezhañ 'pezh a zisplij bras da Beier "an hini kozh".

Plijet ez eo gant kontañ istorioù hir hag ijinet, istorioù lec'h ma vez an harozh o kaout troioù-kaer digredus hag hudur. Pa vez enouet pe enkrezet e gamaraded e c'houlennont dezhañ da gontañ un istor, darn an amzer ne teu ket a-benn da echuiñ e gontadenn en ur vezañ direnket gant ar brezel pe pa sav cheu etrezañ hag ur gamarad stourm.

Gellet a ra c'hwezhañ ar boued a-bell ha gant e gamarad Breur Bihan ez eo mailh evit kavout danvez da zebriñ ne ra forzh al lec'h. Pa vez o tebriñ e c'hell lonkañ tost difin pezh a seblant digredus d'e gamraded.

Plijet bras ez eo gant an anevaled bez e vo meur anezho a vo perc'hennet gantañ:

  • Ar c'hazh Josef Vissarionovitch Stalin (Obergefreiter)
  • An Arzh Raspoutin

Prestiñ arc'hant a zo ur vammenn moneiz evit e godell dre ma vez ur feur rentañ uhel doare ur c'hwepad. Trucher meur ez eo er c'hoari kartoù hag evel-just ez eo laouen drant da brestiñ arc'hant d'ar c'hoarierien riset tra ma vije e gamaraded rejimant, an ofiserien betek mont da c'hoari gant an enebourien rusianed[2]. Breur Bihan e gañfard a sikour anezhañ dre e nerzh korf ramzel en e holl droioù-kamm.

Sot ez eo gant ar sonerezh dre selaou ur wech un ganaouenn pe un tamm sonerezh nemetken e c'hell e c'hoari. C'hoari a ra eus ar fleut, an harmonika, ar piano hag an orglez.

Korfelezh

kemmañ

Divalav euzhus, bras divent met treut-ki. Daoulagad pemoc'h gwer, ur gouzoug hir ha treut, pikoù-panez gant un dremm tric'horniek, un dant nemetken ha treid a vent 47.

Hervezhañ ez eo sot ar merc'hed gantañ. Emlorc'hus ez eo eus e fri[3].

Ma ne chom un dant nemetken gantañ, ez eo bet roet dezhañ dentoù faos gant al lu met ne lak ket anezho hag e fin pep pred e sach anezho eus un tamm lien evit o naetaat. An ofiserien a zo sabatuet ne lakafe ket anezho evel ma vije ret.

Ar soudard

kemmañ

Kregiñ a ra gant ar renk a Obergefreiter ha goude-se e dizh an hini a Stabsgefreiter rak rediet ez eo da vont gant uhelaat e renk dre ar vank a ofisourien padal e oa chomet betek-en ar pellañ ar gwellañ gant an enraogoù.

Blenier kirri-hobregonet dornet-mat gellout a ra bleniañ un oto pe un tank e memes mod gant tizh ha nerzh. Plijet ez eo gant implij ar fuzuilhoù resisted bez en deus ar vandenn tenner resisted.

 
Troadegiezh alaman war talbenn ar reter gant ur skarzher-tan

Implij a ra ivez ur skarzher-tan, ur gwareg, ar c'hontilli.

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • De fordømtes legion (Lejion ar re daonet) (1953). La légion des damnés, troer Gilles-Maurice Dumoulin, embannadur du Rocher (311 pajenn), dastumadenn Grands romans, 1999 (ISBN 978-2-268-03311-2)
  • Døden på Larvefødder (Rodoù ar marv) (1957) (Goañv 1943 - Meurzh 1944)
  • Frontkammerater (Kamaraded an talbenn) (1960) (Ebrel-Eost 1944)
  • Marchbataillon (Batailhon-bale) (1962) (fin 1942 - Ebrel 1943)
  • Gestapo (1943-1944)
  • Monte Cassino (1963) (Genver-Mae 1944)
  • Likvidér Paris ! (Risañ Pariz!) ((1967) Even 1944 - C'hwevrer 1945)
  • SS-generalen (Jeneral SS) (1969) (fin 1942- Ebrel 1943)
  • Glemt af Gud (Hent gwadus ar marv) (1977) (Hañv 1944 )
  • Jeg så dem dø (Brezel an hañv) (1974) (Here 1941 - Genver 1942)
  • Kommando Reichsführer Himmler (Kommando Reichsführer Himmler) (1972) (Eost-Here 1944)
  • GPU-Fængslet (Toull-bac'h ar GPU) (1971) (Goañv 1942 - 1943)
  • Krigsret (Barnadeg-brezel) (1979) (Goañv 1942-1943)
  • Kommissæren (Ar c'homiser) (1985) (Hañv 1941)

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. De fordømtes legion (brezhoneg: lejion ar re daonet) Pajenn 291.
  2. De fordømtes legion rann 988vet batailhon adarme, Pajennoù 204/205: Distroet goude ur sizhun el linennoù rusian gant ur vantell feur hag ur valizenn lêr ofisour ha 6 boutailhad vodka gounezet d'ur strollad komiserien politikel komunour.
  3. De fordømtes legion (brezhoneg: lejion ar re daonet)Pajenn 59 .