Emsavadeg Ghetto Warszawa

Emsavadeg Ghetto Warszawa (yiddish : אױפֿשטאַנד אין װאַרשעװער געטאָ‎ ; poloneg : powstanie w getcie warszawskim; alamaneg : Aufstand im Warschauer Ghetto) a voe un emsavadeg gant nerzhioù ar rezistañs yuzev e Ghetto Varsovia e 1943 e Polonia e dalc'h an Alamaned e-pad an Eil Brezel-bed.
Ar pal a oa bet enebiñ ouzh deportadur ar yuzevien a chome war al lec'h war-du kampoù Majdanek ha Treblinka. Goude ar Grossaktion Warschau en hañv 1942, ur c'hard eus ar milion a yuzevien eus ar ghetto a oa bet deportet war-du Treblinka ha lazhadeget, ar yuzevien a chome a oa krog da sevel kreñvlec'hioù ha degaset o doa armoù ha danvez-tarzh er ghetto.

Emsavadeg Ghetto Warszawa. Poltred tennet eus an dezrevell Stroop a oa bet kaset gant Jürgen Stroop e Mae 1943 da Heinrich Himmler. Alc'hwez ar skeudenn zo « lakaet er-maez eus o doull ». Ar poltred-se zo chomet unan eus ar re vrudetañ eus an Eil Brezel-bed

An emsavadeg a oa kroget d'an 19 a viz Ebrel pa voe nac'het gant ar ghetto kodianañ da benn polis an SS-Brigadeführer Jürgen Stroop. An Alaman evel respont a roas an urzh da zeviñ ar ghetto, bloc'had goude bloc'had. Echuet e oa kement-mañ d'ar 16 a viz Mae 1943.

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Borwicz, Michel (1966). L'insurrection du ghetto de Varsovie. Paris : Gallimard, 1973 (ISBN 978-2-07-028866-3)