Berrien
Berrien | ||
---|---|---|
An ti-kêr | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Berrien | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | an Uhelgoad (betek 2015) Karaez (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29007 | |
Kod post | 29690 | |
Maer Amzer gefridi | Paul Quéméner 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Menez Are Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | https://www.berrien.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 879 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 16 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 92 m — brasañ 355 m | |
Gorread | 56,42 km² | |
kemmañ ![]() |
Berrien a zo ur gumun eus Breizh e kanton Karaez e Bro-Gerne.
DouaroniezhAozañ
War lez ar Stêr Arc'hant emañ Berrien.
AnvAozañ
- Dauzat & Rostaing : Beryan, sant breton eus Bro Gembre.
- Francis Gourvil : Berrium, diellevr Landevenneg, XIvet kantved. Moarvat un anv den gwregel anvet dre stumm Buryan e Kernev-Veur, e iliz dindan anv st Beriana Virgin, ha skrivet Eglos-berrian e krennamzer
- Bernard Tanguy : Plebs Berriun, XIvet kantved; Berian, 1262; Beryan, 1296; Beryenn, 1306-1308; Berrien, war dro 1330.
Tu ez eus da welout gant Berrien un anv den, kavet e St. Buryan, e Kernev-Veur, skrivet S. Berione e 1086, S. Beriane, XIIIvet kantved, martezeadenn diazezet war ar stumm skrivet Berriun, XIvet kantved. Sonj e reer eus santez Berriona, eus Iwerzhon.
- Erwan Vallerie (1995) : Berrium, XIvet; Berian, 1351; Beryenn, 1306; Beryan, 1368; Berien, 1516; Berien, 1536
- Embannadurioù Flohic : "Santez Berrione e vefe gwrizienn anv ar barrez"....
- Hervé Abalain : Berrium, XIvet kantved, Beryenn, 1306; ... cf. St Buryan e Kernev-Veur, eus Beriana, santez eus Iwerzhon.
- Daniel Delattre : Plebs Berrium, XIvet, Beryan e 1468.
ArdamezioùAozañ
En argant e deir eilenn en gul, e c'hrenngonk en aour karget gant ul leon e sabel
IstorAozañ
Berrien a zo parrez-mamm da Boneur, an Uhelgoad, ha Lokmaria-Berrien.
Ouzhpenn se e oa enni ivez parrez ar Fouilhez, betek an XIIvet kantved.
Ar barrez divent se e oa bet distaget diouzh ar barrez gentañ Plouenez "parrez ar Menez", e anv chomet en hini ur gêriadenn Brenniliz[2].
XXvet kantvedAozañ
BrezelioùAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 119 gwaz a varvas abalamour d'ar brezel, d.l.e 4,93% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Chapel Santez BarbaAozañ
(bet distrujet gant ar gurun e 1955)
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

EkonomiezhAozañ
Ur vengleuz pri gwenn (kaolin e galleg, china clay e saozneg) a oa bet lakaet da dalvezout e 1967 ; prenet e 1981 gant English China Clays e voe adprenet e 1999 gant ar gompagnunezh c'hall Imetal/Imerys. Serret e voe ar stal nebeut goude.
MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
LennegezhAozañ
- Savet eo bet ur romant, An deiz hirgortozet (Skol Vreizh, Montroulez, 2007), gant Gégé Gwenn, diwar-benn an harz-labour er vengleuz er goañvez 1980-1981, pa oa keloù da werzhañ ar stal d'an ECC. Kemm a ra an oberour an anvioù hag anvioù-lec'h : Berrien a dro da Ruvien hag an ECC da "Eastern Company Clay".
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 66. Here 2019
- Albert Dauzat et Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Francis Gourvil : Noms de famille bretons d'origine toponymique. Société archéologique du Finistère. Quimper. 1970
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Francis Gourvil : Noms de famille bretons d'origine toponymique. Société archéologique du Finistère. Quimper. 1970
- ↑ Memorial Genweb