Celle (Alamagn)
kumun alaman
Ur pennad Celle zo ivez.
Celle ([ˈtsɛlə]) zo ur gêr en hanternoz Alamagn, e Stad Niedersachsen. Kêr-benn Landkreis (distrig) Celle eo.
Celle
Anv berr | Ce |
---|---|
Stad | Alamagn |
Kêr-benn eus | Celle |
E tiriad | Celle |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
War ribl | Aller |
Lec'hiadur | Lüneburg Heath |
Daveennoù douaroniel | 52°37′32″N 10°4′57″E |
Penn an aotrouniezh | Jörg Nigge |
Ezel eus | Lüneburg Regional Association, Kevredad evit an hin, Niedersächsischer Städtetag |
Gevellet gant | Sumy |
A zo stok ouzh | Wienhausen, Lachendorf |
Kod-post | 29221–29229 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.celle.de/ |
Kod pellgomz an takad | 5141, 5145, 5086 |
Kod plakenn varilh | CE |
Emañ war harzoù al Lüneburger Heide, ur c'horn-bro lanneier etre Hamburg ha Celle, war lez ar stêr Aller, un adstêr d'ar Weser. Poblet eo gant 70 138 a dud (31/12/2022)[1].
Brudet eo Kastell Celle, savet e giz an Azginivelezh evit ul lodenn hag er c'hiz barok evit ul lodenn all, hag a oa d'an tiegezh Braunschweig-Lüneburg. Tiez kozh brav zo da welet e kreiz-kêr (an Altstadt, ar gêr gozh) ha dont a ra touristed a-leizh d'o gwelet.