Konrad Adenauer
Konrad Adenauer (Köln, 5 a viz Genver 1876 - Rhöndorf, 19 a viz Ebrel 1967) a oa ur politiker alaman. Kentañ kañseller Republik Kevreadel Alamagn e voe etre 1949 ha 1963. Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien Unaniezh Europa, asambles gant tud evel Jean Monnet, Robert Schuman pe Alcide De Gasperi.
E yaouankiz
kemmañGanet e voe d’ar 5 a viz Genver 1876 e kêr Köln, hiziv e stad Nordrhein-Westfalen. Studioù gwir a reas e skolioù-meur Freiburg im Breisgau, München ha Bonn, betek 1901, ha goude e stagas da labourat evel alvokad.
Politikerezh
kemmañE 1906 ez eas Adenauer e-barzh ar Zentrumspartei ("Strollad ar C'hreiz"), ur strollad politikel katolik. Etre 1917 ha 1933 e voe maer (Oberbürgermeister) Köln hag eus 1920 betek 1933 e voe dilennet da brezidant kuzul-stad Prusia, kambr uhelañ Stad dieub Prusia, an hini vrasañ eus stadoù Republik Weimar.
Pa voe kemeret ar galloud gant an Nazied e voe torret kuzul-kêr Köln ha kuzul-stad Prusia. Rankout a reas Adenauer dilezel e gargoù ha bevañ a reas dindan guzh e-pad meur a vloaz. E miz Mezheven 1934 e voe harzet e-pad daou zevezh, hag e 1944 adarre e voe harzet, goude an irienn a-enep Hitler e miz Gouere 1944. E miz Du 1944 e voe lezet da vont.
Goude dibenn an Eil Brezel-bed e voe lakaet da vaer Köln, e miz Mae 1945, gant an arme stadunanat. Skarzhet e voe eus e garg gant an arme saoz, e-pad un nebeud mizioù, eus ar 6 a viz Here betek ar 4 a viz Kerzu 1945, dre ma oa en em ziskouezet divarrek hervezo. Kerkent ha 1945 e voe unan eus ar re a savas ar gostezenn Christlich Demokratische Union Deutschlands (CDU), da gemer lec’h ar Zentrumspartei, nemet enni e oa bodet katoliked ha protestanted en ur strollad.
Dilennet e voe Adenauer er vodadenn vonreizhañ (Parlamentarischer Rat) a voe dilennet e 1948 hag anvet e voe da brezidant ar parlamant da c’hortoz. E 1949, pa voe dilennadeg kentañ kannaded ar Bundestag, ez eas ar maout gant ar CDU, gant ar strollad kristen-demokrat. Dilennet e voe Konrad Adenauer da gañseller Republik Kevreadel Alamagn neuze d’ar 15 a viz Gwengolo 1949.
Kañseller e chomas betek ar mare ma roas e zilez d’ar 16 a viz Here 1963. Betek 1955 e oa ministrerezh an Aferioù diavaez en e garg ivez. D’ar mare-se e voe adsavet Kornôg Alamagn, gant skoazell steuñv Marshall ar Stadoù Unanet. E-pad respet Adenauer e teuas Alamagn da vezañ ur vro c’halloudus en-dro a-fet ekonomiezh. Tra ma voe savet Republik Demokratel Alamagn e Reter Alamagn, el lodenn eus ar vro a oa bet aloubet gant soudarded an Arme Ruz, e tibabas Adenauer ober emglev gant broioù Aozadur Feur-Emglev Mor Atlantel an Norzh (AFNA) hag ober ar peoc’h gant Bro-C'hall ha broioù all e Kornôg Europa. Unan eus diaezerien Kumuniezh Europat ar Glaou hag an Dir e voe Republik Kevreadel Alamagn, e 1951, hag eus Kumuniezh Armerzhel Europa e 1957. Ezel e voe eus Kuzul Europa adalek 1951 ivez. Gant Adenauer ivez e voe savet ar Bundeswehr, arme Republik Kevreadel Alamagn. War un dro e skoulmas liammoù diplomatek gant an Unaniezh Soviedel ha gant broioù all Reter Europa.
Abalamour d’ar politikerezh estren-se e voe roet dezhañ ar Priz Etrebroadel Karl Veur, roet gant kêr Aachen, e 1954, evel garedon evit e strivoù da gaout peoc’h en-dro en Europa.
E 1959 n’eas ket war ar renk evit bezañ anvet da Brezidant Alamagn. Gwelloc’h e kavas chom kañseller ha lezel Heinrich Lübke da vezañ dilennet da brezidant, ur garg gant kalz nebeutoc’h a c’halloud.
E dibenn 1962 e voe harzet gant ar polis kazetennerien eus ar sizhunieg Spiegel ha tamallet e voe dezho bezañ embannet ur skrid diwar-benn gwanderioù an arme alaman. Lod eus ar vinistred, evel Franz Josef Strauss, ministr an Difenn, a roas o dilez. Da-heul e rankas Adenauer reiñ e zilez eus e garg ha kemeret e voe e blas gant Ludwig Erhard e miz Here 1963. Chom a reas Adenauer e penn ar CDU betek dibenn ar bloavezh 1966. Ha mervel a reas er bloaz war-lerc’h, d’an 19 a viz Ebrel 1967.
En e raok: - |
Kañseller Alamagn Gwengolo 1949 – Here 1963 |
War e lerc'h: Ludwig Erhard |