Susanne Albrecht
Susanne Albrecht (1añ a viz Meurzh 1951 e Hamburg) a zo un alamanez bet ezel eus eil rummad Rote Armee Fraktion.
Yaouankiz
kemmañMerc'h ur breutaer pinvidik eo Susanne Albrecht, ha kas a reas he yaouanliz en ur c'harter pinvidik eus Hamburg.[1] N'en em blije ket er skol bublik, sed ma voe kaset d'ur skol brevez e Holzminden. E 1971 ez eas da skol-veur Hamburg da studiañ ar sokiologouriezh, hag er memes koulz e voe dedennet gant ar marksouriezh. Kemer perzh a reas e meur a strollad politikel, hag ivez en ur strollad skwaterien, a-raok dilojañ d'ur ranndi asambles gant Karl-Heinz Dellwo. Er memes koulz e krogas da zaremprediñ izili zo eus RAF evel Ilse Stachowiak, hag a implije paperioù indetelezh Albrecht a-wechoù.[1]
E 1974 e kemeras perzh e Kuzul a-enep jahinañ prizonidi bolitikel Alamagn ar C'hornôg. Ur strollad a save a-enep an doare ma veze bac'het izili RAF e oa. Asambles ganti e oa tud all evel Dellwo.[1]
E Hamburg e feurmas ur ranndi asambles gant c'hwec'h den all. Er ranndi-se ne oa na strinkadenn na kibell ebet. Lavaret he dije diwar-benn he buhez kent : "Aet e oan skuizh gant ar c'haviar hag an eog mogedet."[1] Asambles gant Sigrid Sternebeck ha Silke Maier-Witt (lesanvet Moerebed Hamburg[2]) e teuas da vezañ un den a-bouez e metoù an tu-kleiz, hag e krogas da skoulmañ darempredoù gant izili RAF.
Gwalldaolioù
kemmañ- E miz Gouere 1977 ez eas Susanne Albrecht da welout paeron he c'hoar, Jürgen Ponto e anv. E penn Dresdner Bank e oa-eñ, ha ken tost dezhi ha d'he familh ma veze graet "Eontr Jürgen" anezhañ ganti. Asambles ganti e oa Brigitte Mohnhaupt ha Christian Klar. Klask a rejont skrapañ Ponto, me stourm a reas hag e voe tennet warnañ gant Mohnhaupt ha Klar hag e varvas.[2] Da-heul muntr Ponto e voe embannet ur gemennadenn sinet gant Albrecht ma lenner :
"ne ouezemp ket e c'halle an dud-se bezañ sabatuet pa vez feulster en o zi dezho, padal e kaonts brezelioù en Trede Bed hag e tistrujont poblañsoù en o fezh."[3]
- Etre 1978 ha 1979 ez eas Susanne Albrecht da Yemen, ma teskas ar guerilla en ur c'hamp palestinat.
- E miz Even 1979 e klaskas Susanne Albrecht (asambles gant Werner Lotze ha Rolf Clemens Wagner) drouklazhañ Alexander Haig (pennkommandant NATO) e Mons, Belgia dre lakaat danvez-tarzh e-kichen e garr. Re ziwezhat e tarzhas ar vombezenn ha ne voe ket gloazet Haig.
- E 1980 e tec'has war-zu DDR[4] ma voe gwarezet gant ar Stasi[5],[6] ha ma voe roet un anv nevez dezhi.
Harzet ha bac'het
kemmañEn Alamagn ar Reter e labouras Susanne Albrecht evel troourez war ar saozneg gant an anv Ingrid Jäger,[2] hag e timezas gant ur skiantour, ur mab a voe ganet. Nag an tad nag ar bugel a ouie pezh he doa graet en amzer tremenet. E Köthen edo o chom. E 1986 e voe anavezet, goude skignañ keleier skinwel diwar-benn RAF en Alamagn ar C'hornôg. Da Verlin e tilojas. Pa voe adunvanet Alamagn e voe kavet ha harzet dirak he ranndi d'ar 7 a viz Even 1990. Seizh den all a voe harzet dindan dek devezh[7]. Kondaonet e voe da zaouzek vloaz toull-bac'h gant lez-varn uhel Stuttgart, ha dieubet e voe e 1996.
Er bloavezhioù tremenet eo bet Susanne Albrecht o labourat en ur skol kentañ derez e Bremen gant un anv faos, evel kelennerez alamaneg da vugale divroidi[8].
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Jillian Becker, Hitler's Children, 1978, Granada Publishing Ltd., isbn0-586-04665-8
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Stefan Aust, Der Baader Meinhof Komplex, 2008, The Bodley Head, isbn978-1-847-92045-4
- ↑ https://web.archive.org/web/20140802213856/http://www.germanguerilla.com/red-army-faction/raf_timeline.html
- ↑ http://query.nytimes.com/gst/fullpage.html?res=9C0CE7D6123DF933A15751C1A966958260 The New York Times, German Who Hid in the East Charged in '77 Terror Killing, 20 a viz Kerzu 1990
- ↑ https://web.archive.org/web/20080515225223/http://www.claremont.org/publications/crb/id.758/article_detail.asp
- ↑ https://web.archive.org/web/20120219110748/http://www.thedrawbridge.org.uk/issue_9/susanne_a/
- ↑ https://web.archive.org/web/20121026141248/http://www.time.com/time/magazine/article/0,9171,970493,00.html?iid=digg_share Time, Terrorism: Out of the Woodwork, 25 a viz Even 1990
- ↑ http://www.dw-world.de/dw/article/0,,2510817,00.html Deutsche Welle, Ex-Terrorist Becomes an Issue in German State Poll, 12 a viz Mae 2007