Ar c’hoari-echedoù
Ar c’hoari-echedoù (titl orin: Schachnovelle) zo un danevell skrivet gant Stefan Zweig e 1941 a-raok en em lazhañ.
An istor
kemmañE bourzh ur vag a ya eus New York da vBuenos Aires e ra ur c’hazetenner anaoudegezh gant Czentovic, kampion ar bed an echedoù, hag an Dr. B., un avokad aostrian bet jahinet gant an nazied.
Tudennoù
kemmañMirko Czentovic
kemmañMervel a reas e dad, ur bageer slav paour, pa oa Mirko daouzek vloaz. Desavet e voe an emzivad gant ur beleg a c’hoarie echedoù gant ur mignon. Deskiñ a reas ar paotr yaouank reolennoù ar c’hoari e-unan, en ur sellout ouzh an abadennoù c’hoariet gant an dud deuet. Pa voe dizoloet e dalant e voe degaset da Vienna evit peurechuiñ e studioù war an echedoù, ha dont a reas da vezañ kampion ar bed pa oa ugent vloaz.
An Dr. B.
kemmañLabourat a rae an Dr. B. gant e dad, en ur studi vihan, evit an Impalaerezh aostrian hag abatioù. Kuzhat a rae arc’hant ouzh sell an nazied, hag abalamour da se e voe tapet gant ar Gestapo, toull-bac’het en otel Métropole hag aterset. Evit derc’hel e yec’hed spered daoust ma ne wele den ebet ha n’en doa mann ebet da ober e laeras ul levr, abadennoù echedoù ennañ, hag e c’hoarias anezho en disgwel.
Istor
kemmañKavout a ra an Dr B. dre zegouezh ur strolladig a dud, an daneveller en o zouesk, o c’hoari asembles a-enep da Czentovic. Sikouriñ a ra anezho, hag a-drugarez dezhañ ne gollont ket an abadenn. Souezhet o kavout anezhañ ken barrek war ar c’hoari e kinnigont dezhañ c’hoari e-unan a-enep d’ar c’hampion, ha dont a ra a-benn da c’hounit un abadenn. Koulskoude, dre ma c’hoari Czentovic goustad-kenañ a-ratozh-kaer, e adkrog an Dr B. da c’hoari meur a abadenn a-enep dezhañ en e benn buan-tre, evel pa oa tost d’ar follentez, ha rankout a ra paoueziñ da c’hoari.
==Embannadurioù Ar c'hentañ embann a voe graet e Buenos Aires d'ar 7 a viz Kerzu 1942, ha ne voe graet nemet 300 skouerenn. En Europa e voe embannet e miz Kerzu 1943 en Exilverlag, ti-embann Gottfried Bermann-Fischer e Stockholm a embanne skrivagnerien berzet ha heskinet gant an nazied en Alamagn.
E 1944 e voe graet an embannadur saoznek kentañ e New York. E galleg e voe graet er bloaz-se ivez e Suis, hogen adwelet e voe ar skrid en 1981.
E mediaoù all
kemmañFilm
kemmañE 1960 eo bet sevenet ar film Schachnovelle gant Gerd Oswald diwar an danevell[1].