Jean Amilcar, ganet e 1782, hag aet da Anaon e 1796, a oa ur bugel advabet gant ar roue Loeiz XVI hag ar rouanez Marie-Antoinette Aostria. Advabet e oa bet e 1786.

Jean Amilcar
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanJean Kemmañ
Deiziad ganedigezh1781, 1782 Kemmañ
Deiziad ar marv18 Mae 1796 Kemmañ
Jean Amilcar e 1790

Jean a oa ur bugel sklav degaset da Vro-C'hall gant ar marc'heg Boufflers. Profet e oa bet da Varie-Antoinette met feuket e oa bet hi e vefe gwelet un den evel un objed da brofañ. Advabet e oa bet memestra gant ar familh roueel ha lakaet en ur skol-lojañ. Badeziet e oa bet e Versailles d'an 20 a viz Eost 1787. Marie-Antoinette a gendalc'has da baeañ ar frejoù betek bezañ prizoniet e toull-bac'h an Templ.

Mailh e oa war an tresañ, Jean Amilcar a oa deuet a-benn da vezañ degemeret en Akademiezh Liancourt e Pariz gant ur yalc'had Stad e 1796. Siwazh dezhañ e oa marvet gant dre gleñved en un ospital e Pariz memes bloavezh.