Metis a oa ur verc'h da Okeanos ha Tethys, kentañ gwreg Zeus, ha doueez ar Furnezh. Un hudourez e oa.

Hec'h anv

kemmañ

Μῆτις / Mễtis e oa hec'h anv e gregach. Talvezout a ra kement ha « gwidre, kuzul ».

Mojenn

kemmañ

Hervez ar pseudo-Apollodoros, hi eo a ali Zeus da reiñ ul louzoù da g-Kronos evit e lakaat da zislonkañ e vreudeur hag e c'hoarezed a oa bet kluket gantañ.

Goude e timez da Zeus, ha hi eo e wreg kentañ. Koulskoude e klask kas anezhañ diwar he zro en ur gemmañ he neuz atav evit diflukañ a-dre e zaouarn. A-benn ar fin, setu hi brazezet. Diouganet he devoa Gaia (an Douar) e c'hanje Metis ur verc'h, ha ma vije brazezet c'hoazh e vije ur mab, ha hennezh a ziskarje galloud e dad, tre evel ma oa bet diskaret galloud Kronos gant Zeus, ha galloud Ouranos gant Kronos a-raok.

Evit mirout ouzh an darvoudoù-se e sachas Zeus e bried Metis betek o gwele, gant komzoù flour, hag e lonkas anezhi dre widre, ha dre ober kement-se e lonkas furnezh an doueez. Sed a voe fin Metis, ha Zeus goude da embann e roe-hi kuzulioù dezhañ en e gof.

Steredoniezh

kemmañ

War-lerc'h hec'h anv eo bet anvet