Ar gatipedro zo ul loen eus mojennoù Galiza, anezhañ ur c'hazh kornek hag a deu da welout ar vugale da noz hag a laka anezho da staotat en o gwele. Ur c'hazh gwenn eo, ur c'horn teñval war e benn, hag a ya en tier, da welout ar vugale, ha da skuilhañ dour dre e gorn. Pa vez kousket ar bugel e klev an dour o verañ, hag e hunvre emañ o staotat, ha neuze e staot en e wele.

Gatipedro.

Evit spontañ ar gatipedro hag e gas kuit eo ret lakaat holen dre lec'h ma tremen, da lavarout eo dirak dor ar gambr ha war barlenn ar prenestr. Pa vez ar gatipedro o kerzhout e kemer harp war e bavioù ha war e deod, ha pa gav holen war an douar ez a war e giz hag e laosk ar vugale e peoc'h.

Kement-se zo bet kontet gant ar skrivagner Álvaro Cunqueiro, en e levr Escola de Menciñeiros, e 1960[1].

Liammoù diavaez

kemmañ
  • An anv adkemeret gant un embanner eus Madrid: [1], gant ur poltred eus an aneval.

Notennoù

kemmañ
  1. Linennoù Álvaro Cunqueiro db ar gatipedro: http://lalunaquesemeceternamente.blogspot.com/2011/11/os-contos-de-don-alvaro.html