Álvaro Cunqueiro Mora (Mondoñedo, 1911Vigo, 1981) zo ur skrivagner galizeg, romantour, hag unan eus brasañ skrivagnerien Galiza.

Álvaro Cunqueiro
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv ganedigezhÁlvaro Cunqueiro Mora Kemmañ
Anv-bihanÁlvaro Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Kzu 1911 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMondoñedo Kemmañ
Deiziad ar marv28 C'hwe 1981 Kemmañ
Lec'h ar marvO Grove Kemmañ
Lec'h douaridigezhQ61391028 Kemmañ
BugelCésar Cunqueiro Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, galizeg Kemmañ
Micherskrivagner, gastronomist, kazetenner, romanter, barzh Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Santiago de Compostela Kemmañ
Strollad politikelPartido Galeguista Kemmañ
Ezel eusReal Academia Gallega, Real Academia Gallega Kemmañ
Tachennessay, barzhoniezh Kemmañ
Prizioù resevetPremio Nadal, Q3393925, honorary doctorate of the University of Santiago de Compostela, Gold Medal for Tourism Merit, Devezh al Lizhiri Galizek Kemmañ
Álvaro Cunqueiro.

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Joaquín Cunqueiro Montenegro, ha Pepita Mora Moirón. Lenn a blije dezhañ, evel istorioù an amzer-se duiwar-benn Buffalo Bill ha Fitz Roy. Kontet en deus en doa skrivet e romant kentañ diwar-benn ar re wenn a gomze kastilhaneg hag an Indianed a gomze galizeg (hag an Indianed a oa trec'h d'ar re wenn).

E studioù kentañ a reas e Lugo ma tapas e vachelouriezh (1921), hag eno e oa kamarad da Evaristo Correa Calderón hag Ánxel Fole. Goude-se e studias prederouriezh e skol-veur Santiago de Compostela en 1927, met paouez a reas da vont da skrivañ er c'hazetennoù, ha kelaouennoù, evel Papel de Color ha Galiza, met dreist-holl «El Pueblo Gallego» adalek 1937. Daremprediñ a rae an ostaleri Café Español. Eno en em gave e wellañ mignoned, Francisco Fernández del Riego, Domingo García Sabell, Gonzalo Torrente Ballester, Ricardo Carballo Calero, Carlos Maside ha Xosé Eiroa, ha bez e voe unan eus kentañ izili ar strollad Partido Galeguista.

En 1936, pa en em savas an arme a-enep ar Republik, edo Cunqueiro en Mondoñedo. Ne voe ket heskinet dre ma oa bras levezon e dud e metoù ar virourien, ha kavout a rejont labour dezhañ en ur skol brevez en Ortigueira, e miz Here 1936. Emezelañ a reas er Falange Española e-pad Brezel Spagn, ha karget e oa eus ar Wask hag ar Propaganda, skrivañ a rae en o c'helaouenn lec'hel Era Azul.

En 1937 e c'houlennas Jesús Suevos, penn bras ar Falanxe en Galiza ha rener El Pueblo Gallego, digantañ ober war-dro pajennoù al lennegezh hag an darvoudoù er pemdezieg ; Álvaro a gemeras ar garg hag ac'h eas da chom da Vigo. E Vigo ivez e kelennas portugaleg ur pennadig en ur skol.

Oberennoù

kemmañ

En galizeg

kemmañ

Barzhoniezh

  • Mar ao Norde (1932).
  • Poemas do si e non (1933).
  • Cantiga nova que se chama Riveira (1933).
  • Dona do corpo delgado (1950).
  • A noite vai coma un río (1965).
  • Palabras de víspera (1974).
  • Herba aquí e acolá (1980).

Komz-plaen

C'hoariva

Arnodskridoù

  • Tesouros novos e vellos (1964).
  • A cociña galega (1973).

En spagnoleg

kemmañ
  • Elegías y canciones (1940).
  • Balada de las damas del tiempo pasado (1945).
  • Crónica de la derrota de las naciones (1954).
  • Las mocedades de Ulises (1960).
  • Flores del año mil y pico de ave (1968).
  • Un hombre que se parecía a Orestes (1969).
  • Vida y fugas de Fanto Fantini della Gherardesca (1972).
  • El año del cometa con la batalla de los cuatros reyes (1974).
  • Tertulia de boticas prodigiosas y Escuela de curanderos (1976).
  • La cocina cristiana de Occidente (1969).
  • Fábulas y leyendas de la mar (1982).
  • El pasajero en Galicia (1989).

E brezhoneg

kemmañ
  • Álvaro Cunqueiro, Taolioù-kaer Bran (titl orin: Os oficios de Bran), troet gant Robert Neal Baxter, in Costas, X-H. & Castro Buerger, I. (kenurzh.) Homenaxe a Álvaro Cunqueiro no seu XXV Cabodano(2006: 24-27), Universidade de Vigo

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.