Orthos (skrivet Ορθος « eeun »), pe Orthros (skrivet Ορθρος, « beureek ») a oa ki Geryon. Ur c'hi daoubennek e oa, ha gant ar maesaer Eurytion, e veze o tiwall tropellad ejened ruz ar ramz tric'horfek, en Erytheia ("an hini ruz"), unan eus inizi an Hesperidezed, e penn kornôkañ ar Mor Kreizdouar.

Orthros hag e vestr Geryon.
Orthos, marv e-harz treid Geryon ha Herakles, kiliks atikat gant dremmoù ruz, 510-500 kent JK, Staatliche Antikensammlungen (Renabl 2620).

Mab e oa d'an euzhviled Tyfaon hag Ec'hidna hervez skridoù 'zo, da dTartaros hervez re all, ha breur d'ar c'hi Kerberos. Engehentet en dije ar Sfiñs, C'himera, naer-zour Lerna, leon Nemea ha gwiz Krommyon, ha zoken, hervez ar barzh Hesiodos, ar c'hi Kerberos. An Titan Atlas, a zouge an Douar war e chouk, eo an hini a voe e vestr kentañ, a-raok bezañ roet d'ar ramz Geryon.

Lazhet e voe gant an haroz Herakles pa oa deuet da laerezh ejened Geryon e-kerzh an dekvet eus e zaouzek trevell.

Goude-se e vije deuet da vezañ ar steredenn Sirius, pe Steredenn ar C'hi, an hini skedusañ en oabl da noz.

Pennadoù kar

kemmañ