Ec'hidna (Ἔχιδνα /Ekhidna en henc'hresianeg, Echidna e latin) a oa un euzhvil e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Forkys ha Keto, pe da Dartaros ha Gaia. Pried e oa da Dyfon.

Delwenn da Ec'hidna
Parco dei Mostri ("Park an Euzhviled"), Bomarzo, Italia

He fenn, he bruched, he divvrec'h zo re ur vaouez kenedus. Ar peurrest eus he c'horf zo hini un naer euzhuq (ἔχιδνα / ékhidna a dalv kement ha « naer »), gant skant kemmus o livioù.

Hervez mammennoù zo e vije bet lazhet gant Argos, mesaer e gant lagad, a gavas anezhi kousket, hag a zisammas Arcadiaanezhi.

Treset gant Julien Leray e 2008

Bugale kemmañ

Mamm e oa d'un toullad mat a euzhviled : Kerberos, naer-zour Lerna, ar Sfiñs, C'himera, Ladon, Orthos, leon Nemea, aerouant Kolc'his, ha meur a hini all. Darn anezho a voe trec'het gant an haroz Herakles.