Kalypso
Kalypso (henc'hresianeg : Καλυψώ Kalupsố, « an hini guzh ») zo un nimfenn eus ar mor e mojennoù Hellaz kozh.
Mojenn
kemmañKalypso « he rodelloù kaer » a oa un nimfenn, merc'h da Atlas, hervez Homeros hag Apollodoros. Hesiodos, diouzh e du, a ra anezhi unan eus an Okeanidezed[1] hag e-barzh Katalog ar Maouezed e ra anv eus he c'harantez kevrinus gant Hermes hag eus o bugale niverus a vefe aet d'ober pobl a-bezh ar Gefalleniz. Sellet e vez outi evel rouanez Enez Ogygia, ma oa o vevañ hec'h-unan gant nimfezed all[2].
En Odysseia e ro bod da Odysseüs goude e beñse hag ez orged outañ. Dont a ra a-benn da virout anezhañ war hec'h enezenn e-pad 7 vloaz. Kinnig a ra dezhañ zoken dont da vezañ divarvel ma'z asant chom ganti. Zeus avat a vagas truez ouzh Odysseüs pa glevas e verc'h Athena hag a gasas Hermes e vab da reiñ dezhi an urzh da lezel an haroz da vont war-raok. Sevel a reas neuze ur radell da zistreiñ d'ar gêr.
Hervez mojennoù zo he dije bet daou vab eus an haroz : Naosinoos ha Nausithoos[3].
Mammennoù
kemmañ- Apollodoros, Epitome (VII, 24).
- Katalog ar Maouezed (CL, 31).
- Hesiodos, Theogonia (v. 359 et 1017-1018).
- Homeros, Odysseia (I, vers 13-15 ; 50 à 57 ; V, 57-58.)
El lennegezh
kemmañ- (fr) FÉNELON (1699) : Les aventures de Télémaque.