Elzas-Loren
Elzas-Loren (Alsace-Lorraine e galleg, Elsaß-Lothringen en alamaneg) a oa ur rannvro bet staget ouzh Alamagn goude ar Brezel etre Bro-C'hall ha Prusia e 1870-1871. Enni e oa Elzas en he fezh pe dost (war-bouez kêr Belfort) hag un tamm eus Loren en hanternoz ar broviñs-se. Tri departamant gall a gaver hiziv en tolead-se : Bas-Rhin, Haut-Rhin ha Moselle. Strasbourg e oa pennlec'h melestradurel ar vro.
Bet e oa an douaroù-se e Frankia ar Reter, gwechall, da vare ren ar roue Loeiz ar German. Kalz diwezhatoc'h e teujont, tamm-ha-tamm, da vezañ staget ouzh Bro-C'hall, etre 1552 (Metz) ha 1798 (Mulhouse). Goude ar Brezel etre Bro-C'hall ha Prusia e voent staget ouzh an Impalaeriezh alaman nevez-savet, dre Emglev Frankfurt. Ne voe goulennet tra ebet ouzh an annezidi pa dremenas an douaroù-se eus dalc'h Bro-C'hall da hini Alamagn e 1871, na kennebeut pa voe roet da Vro-C'hall en-dro e 1918-1919. Dindan ar renad alaman, etre 1871 ha 1918, e voe amsklaer statud ar vro : ur Reichsland e oa, perc'henniezh voutin an holl stadoù alaman all eus an Impalaeriezh. E 1911 e voe roet ur statud a-gostez da Elzas-Loren gant an Impalaeriezh, gant ur vonreizh.
E 1918 e voe aloubet Elzas-Loren gant an arme c'hall e dibenn ar Brezel-bed kentañ. Ha staget e voe ouzh Bro-C'hall en-dro, dre Feur-emglev Versailhez. Gant ar C'hallaoued e voe klasket gallekaat ar vro, tra ma veze komzet rannyezhoù alamanek gant ar braz eus an dud. Kement-se a lakaas un emsav emrenour d'ober un tamm berzh er bloavezhioù 1920 ha 1930. E-pad an Eil Brezel-bed e voe staget Elzas-Loren ouzh Alamagn adarre, ha rediet e voe ar baotred yaouank da vont d'an arme alaman. Ouzhpenn 40 000 anezho a varvas, war dalbenn Rusia dreist-holl. Staget e voe an tolead ouzh Bro-C'hall en-dro goude ar brezel. Abaoe eo digresket kalz an implij eus ar rannyezhoù alamanek.
Yezhoù
kemmañ