Porched:Bro-C'hall
Porched Bro-C'hall Pennadoù diwar-benn Bro-C'hall en holloueziadur brezhonek Wikipedia Bro-C'hall, pe hervez e anv ofisiel République française (Republik c'hall), a zo ur stad lec'hiet e Europa ar c'hôrnog. Cheñchet en deus kalz he harzhoù en istor. Enkelc'hiet eo hiziv an deiz gant ar Meurvor Atlantel er c'hôrnog, gant Mor Breizh, Mor an Norzh hag ar Rouantelezh Unanet en Norzh, gant Belgia, al Luksembourg, Alamagn, Suis, Italia ha Monako er reter, hag er su Spagn, Andorra hag ar Mor Kreizdouarel. Pariz zo kêr-benn ha kêr vrasañ ar vro. Amañ e kaver ar galloud politikel, armerzhel ha sevenadurel. Ezel-diazezer eo eus Unvaniezh Europa, hag ezel pad eus Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet. 675 417 km² eo gorread he ziriad en Europa hag er bed, hag an eil brasañ takad mor he deus er bed, goude hini ar Stadoù-Unanet. Ar galleg eo yezh ofisiel nemeti ar Republik c'hall, met kavout a reer 77 yezh rannvroel. Brudet eo Bro-C'hall gant an Dispac'h gall, he Impalaeriezh hag ar stroñs. Kaset eo bet ar galleg hag ul lodenn vras eus sevenadur Bro-C'hall da vroioù all en Europa, en Amerika, en Afrika hag en Okeania, gant an trevadennerezh dreist-holl. |
Porched ar porchedoù | Porchedoù a vank Pere eo ar porchedoù ha penaos sevel unan ? | ||||
Arzoù | Douaroniezh | Jedoniezh | Kevredigezh | Skiantoù | Teknologiezh |
Evezhiadennoù
kemmañ- Ma krouit ur pennad pe ma adsavit ur pennad penn-da-benn, enskrivit anezhañ war roll ar "pennadoù nevez". Tennit anezhañ kuit eus roll ar pennadoù koshoc'h.
- Soñjet eo bet ar porched-mañ evel un nor evit mont war-du ar pennadoù a denn da Vro-C'hall. Ret eo glasaat al liammoù e ruz muiañ ma c'haller.