Tour Eiffel

An Tour Eiffel zo un tour metalek savet e Pariz gant Gustave Eiffel. E 1889 eo bet digoret. Arouez Pariz ha Bro-C’hall eo. Kêr Bariz eo perc'henn an tour.

An tour Eiffel
Tour Eiffel - 20150801 15h30 (10621).jpg

An Tour Eiffel zo bet savet e 1889 e Pariz, war ar champ de mars gant Gustave Eiffel. An tour zo ur framm metal, an tour oa bet savet en amzer-rekord, savet e oa bet e-pad 2 vloaz. Kregin a reas ar savadur d'an 18 a viz Gouere 1887 a echuiñ a reas e 1989, digeriñ a-rae d'an 31 a viz Meurzh 1989.

Ober a ra 324 metrad, ez eus 3 estaj; ur preti; taolenn reteriñ; ur bignerez. An tour Eiffel oa ar savadur uheloc'h er bed e-pad 30 vloaz. Eñ zo bet savet evit an diskouezadeg hollvedel eus Pariz, se zo arouez Frañs o tileuriañ ar vro. An tour zo un dedenn touristel, eñ zo anavezet gant kalzig a dud, bep vloaz 7 milion a dud a weladenn an tour Eiffel. An tour Eiffel zo hogos goulaouet e-pad an noz. Hiniv an deiz eo bihan e-keñver an tourioù arall evel ar Burj Khalifa. Ar pep brasañ eus an dud er bed a anav an tour Eiffel. Dañjerusoc'h-dañjerus eo pa vez avel.

SkiantelAozañ

An tour Eiffel oa bet implijet evit ar skiantou, evit studi an anharzurted, ar meteologiezh... Ur labourva meteologiezh zo bet diazezet war he lein.

RadioAozañ

Ur stign e oa bet staliet evit ma c'hellfe skignañ ivez gant ar soudarded.

Gwerzhet e vez kartennoù-post gant skeudenn an tour, ha toureffelloù plastik d'an douristed.

BiographiezAozañ

Gustave Eiffel zo bet ganet d'an 18 a viz Du 1832 ha marv eo d'ar 27 a viz Du 1923. Gustave Eiffel oa an ijinour, hag ur greanter Gall, eñ a gemer perzh e savadur ur pont bras garbit, ha d'an tour Eiffel.



EnebiezhAozañ

Un toullad arzourien a oa savet a-enep an tour e 1887: Alexandre Dumas (mab), Guy de Maupassant, Charles Gounod, Leconte de Lisle, Charles Garnier, Sully Prudhomme,

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.