Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Coco Chanel (19 a viz Eost 1883 e Saumur - 10 a viz Genver 1971 e Pariz) a oa ur grouerez giz, un plac'h a afer hag ur spierez nazi.

Coco chanel e 1931.

Bugaleaj

kemmañ

He zad, Albert Chanel, ur marc'hadour merserezh, en deus bet ur bugel ur bloaz abretoc'h anvet Julia-Berthe gant Jeanne Devolle. Ar c'houplad en em stali e Saumur. N'emaint ket dimezet c'hoazh, ha c'hoant en defe Albert da werzhañ gwin. Da c'hortoz e ra Jeanne micherioù bihan a-bep seurt e-barzh ur gambr e kêr. Dimeziñ a reont e nevez-amzer ar bloaz warlec'h, a-raok en em staliañ en Issoire en un ti bihan. Albert a ya a-lies kuit, ha Jeanne liesoc'h-liesañ da welet he familh. Padout a reas tri bloaz, hag ar c'houplad o deus bremañ 5 bugel : Julia, Gabrielle, Alphonse, Antoinette ha Lucien. Klañv eo Jeanne met n'he deus ket c'hoant en em bareat a-benn mirout he argant. Mervel a ra ar 16 a viz c'hwevrer 1895. Albert ne ouia ket petra ober gant e vugale. Familh Jeanne n'eus ket c'hoant ober war o zro. Erfin, kas a reas Alphone, 10 vloaz, ha Lucien, 6 vloaz, e-barzh un ti-feurm. Gabrielle, oadet bremañ eus 12 vloaz, a zo lec'hiet gant Julia-Berthe, 13 vloaz, hag Antoinette, tost 8 vloaz, e-barzh ti-emzivaded Aubazine. An tri c'hoar ne welas james o zad en-dro, ha hep kaout keloù ebet dioutañ. Chom a reont 7 vloaz en ti-emzivaded, gwisket bemdez gant ar memes sae du. Kas a reas da Gabrielle ur goust evit an traoù simpl-tre.

 
Coco chanel e 1912. Krouet ganti eo an tok.

Deskerezh

kemmañ

D'an 19 a viz Eost 1901, Gabrielle eo 18 vlez. Lec'hiet eo gant he div c'hoar e-barzh ur skol-lojañ, e-lec'h ma adkavont ho moereb Adrienne Chanel, yaouank evelte. Gant sikour ar chanoinezed, kavout a ra Gabrielle hag Adrienne ul labour e straed an horolaj e-barzh ur c'heñwerzh e merzerezh berzh a zoug an ardammez : « E Santez-Mari, soieries-dentelles-rubans ». Lojet emaint a-us ar stal e-barzh ur mansard.  

Kaniñ a ra Coco

kemmañ

Gabrielle ha Adrienne o deus en em staliet war vord an Allier a dreuz ar geriadenn. Kregiñ a ra Gabrielle da ganiñ e-barzh ur c'hafe, ha goulennet eo bep noz get an ofisourien. Anvet eo bremañ « Coco », rak kaniñ a ra « Qui qu'a vu Coco dans l'Trocadéro? ». Admiret eo get kalz a baotred yaouank, evel Etienne Balsan, mab ur familh binvidik oc'h ober e servij soudard en 90 vet rejimant troaderien.  

Roiñ a ra dour e Vichy

kemmañ

  Sikour a ra Etienne Balsan da gas Gabrielle ha Adrienne e Vichy, rak c'hoant he deus honnezh da vont pelloc'h 'barzh he remzad arzourez. Ober a ra kalz a selaouidigezh, hep berzh. Kemer a ra kentelioù kaniñ ha dañsal er davarn, ha engouestlet eo evit roiñ dour a-benn gellout paeañ he frejoù. Tost aze eo ar goañv, ha kemer a ra an diviz da zistreiñ e Moulins. Bevañ a ra Adrienne d'un nebeud kilometradoù eus Moulins, e Sauvigny. Prenet n'eus Balsan tachenn Royallieu, ur manati kozh e kreiz ar c'hoed hag ar blaenoù. Mont a ra Gabrielle da vevañ gantañ. N'eus ket kement a garantez etreze, mes kentoc'h ur vignoniezh bras. Etienne a resev alies bourc'hizien en e di, pe sportourien ar rannvro, bepred embrouget get o maouezed. Gabrielle a zo bepred gwisket simpl-tre, hag evezhiet eo get selloù iskis. Merzet eo get Emilienne d'Alençon, ur gomedianez bras e Paris.

Ur c'habellerezh disheñvel

kemmañ

Ne gar ket Coco chom arwareg. Ober a ra tokoù bihan lakaet izel-tre war he zal. Kejiñ a ra get Boy Capel e 1908 er Pyreneoù. Kalonekaat a ra Coco da werzhañ he zokoù, ha Gabrielle a stalia ur stal-labour c'habellerezh e Paris, boulouard Malesherbes. Labourat a ra get Adrienne hag he c'hoar Antoinette, o paouez da vont kuit eus ti-lojañ Moulins.

Krogamant ur remzad bras

kemmañ

Bevañ a ra Coco get Boy Capel e-barzh un ranndi bras. Finansiñ a ra dezhi ul lec'h evit ur saloñs kabellerezh anvet « Chanel Modes ». En hañv 1913, Boy Capel, a feurm dezhi ur stal e Dauville. Hennezh a zo anvet « Gabrielle Chanel ». Berzh he deus dija, hag e 1912 e kroua tokoù ur pezh c'hoari eus Maupassant. Daou vlez diwezhatoc'h, deskiñ a ra emañ he c'hoar vras Julia-Berthe marv gant ar c'hleñved sec'h.

Coco e-pad ar brezel

kemmañ

An 2 a viz Eost 1914 emañ disklêriet ar brezel da V/Bro C'hall get an Alamaned. Tost 31 vlez emañ Gabrielle. Darbariñ a ra Gabrielle saroioù gwenn hag aes da glañvdiourezed-zo. E 1915 e tigor Chanel un ti-bras nevez. Staliañ a ra du-se he stal-labour, ur stal hag he apartamantoù prevez. Dont a raio da vout he c'hentañ ti-gwriad. E diskar-amzer ar vlez da-heul, kinnig a ra he kentañ dastumadeg. 32 vlez eo. An danvez a vank e 1915, hag implijout a ra Coco ar jersey, un danvez betek-hen implijet nemet evit dilhadoù sport pe gouronkañ ar baotred. Diouzhtu a vez prenet he zilhad nevez e jersey. E 1918 he deus coco kalz a berzh, implij a ra muioc'h evit 300 micherourezed, gellet a ra erfin distaolañ Boy Capel.

Glac'har

kemmañ

Ret eo da Voy Capel kaout ur wreg. Mezhekae eo Coco. Karout a reas anezhañ betek un nozvezh, an 22 a viz kerzu 1919, pa zeskas da 4 e mintin e oa bet lazhet Boy Capel war an hent. «En ur goll Capel, kollet m'eus pep-tra », a anzavas Coco 50 vlez diwezhatoc'h. Glac'haret, labourat a ra evel biskoazh. Kreskiñ a ra c'hoazh ar berzh eviti. E dibenn ar blez 1920, Antoinette, dimezet abaoe un nebeud mizioù, a varv d'he zro e Buenos Aires ag ar grip Spagnolek. En em serriñ a ra Coco e-barzh he zi bras. Diwezhatoc'h, en hañv o tont a grog Coco da vont kuit ag he vuhez serret. E 1912 e Paris, e-tal ar blas Vendôme a stag Coco an niverenn 27, 29 ha 3, ha ar straed Cambon. Krouañ a ra saeoù get tresoù slav p'he deus un darempred amourous get an Duk Bras Pavlovitch eus Rusia, un den e arlu, niz an tsar Nikolas II.

Ernest Beaux a ginnig da Coco meur a front. Daou rummad a zo a standilhon niverennet eus 1 da 5 ha eus 20 da 24. Choajiñ a ra Gabrielle da gentañ an n°22, mes choajiñ a ra an hini 5 a-benn skeudenniñ he dastumadeg. Dont a ra buan da vout ur best-seller. Ar Brezel a zo disklêriet an 3 a viz Gwengolo 1939, goude berzh bras « Reolenn ar c'hoari ».

Tout he micherourezed en em stalio e tioù arall pe a savo o hini, evel Lucia Boutet. N'eus nemet ar stal c'hwezh-vat ha reizhoù a chom digor. E 1940 en em c'houlli Paris. Mont a ra Coco da Cèrbères e-tal Pau. Ur c'hastell he deus du-se, prenet e 1926 evit he niz André. Adwelout a ra du-se Etienne Balsan, kozh. Goude an arsav-brezel, sinet an 22 a viz Even 1940 e tistro Gabrielle da Paris. Bevañ a ra istorioù karantez sekred get Hand Gunther Von Dincklage, un diplomat Alaman. A-drugarez da sikour An Duk eus Westminster ha Churchill, n'he deus ket a gudennoù d'an dieubidigezh. Mont a ra kuit Gabrielle goude fin ar brezel. En em staliañ a ra e-barzh ostalerioù bras ha sioul e Bro Suis. Beajiñ a ra er Pausa, Londrez ha Venizia. Soñjal a ra skrivañ he envorennoù. Meur a levr a vo embannet, dreist-holl goude he marv. Mervel a reas an Duk eus Westminster e 1953. Gwerzhañ a reas Coco La Pausa.

An distro

kemmañ

Kalonekaet eo Gabrielle evit digeriñ en-dro stal-labour ar straed Cambon. Adkavout a ra Gabrielle micherourezed kozh, ha konsantiñ a reont holl da zont en-dro. Buan, kregiñ a ra an holl da labourat evit Chanel. Maleruzamant he c'hentañ dastumadeg abaoe he zistro na blij ket d'ar publik. Goude-se, lakaat a ra 2 vlez da lakat tailhoù war ur chupenn bihan Chanel anavezet-tre. Kas a reas ur berzh nevez bras meurbet get an Amerikaned, heuliet get an Europeaniz. Resev a ra e 1957 an Neiman Marcus Award e Dallas, evit « Krouerez ar muiañ adster ag an XX vet kantved ». E 1965, p'emañ Coco 82 vlez, ar mini-vrozh n'eus berzh e Paris. Nac'han a ra Coco da verrat he vrozhioù, lârout a ra emañ vil ar glinoù.

Mont a ra kuit Coco, chom a ra Chanel

kemmañ

Kregiñ a ra ar bloavezh 1971. An 10 a viz Geñver, kemeret eo Coco ag ur falladenn. Mervel a ra en he c'hambr er Ritz, oadet eus 87 vlez.