Nouvelle-Aquitaine

rannvro melestradurel Bro-Frañs
Nouvelle-Aquitaine
Ardamezioù
Nouvelle-Aquitaine
Anv gallek (ofisiel) Nouvelle-Aquitaine
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Pennlec'h
(prefeti)
Bourdel
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro
Amzer gefridi
Alain Rousset
2015-2021
Prefed(ez) Fabienne Buccio
Kod INSEE 75
Poblañsouriezh
Anv annezidi néo-aquitains
Poblañs 6 033 952 ann. (2020)[1]
Stankter 72 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 44° 50′ 12″ Norzh
0° 35′ 20″ Kornôg
/ 44.8366, -0.5888
Gorread 84 061 km²
Adrannoù
Departamantoù Charentez, Charentez-an-Arvor, Corresa, Cruesa, Dordonha, Gironda, Lanas, Lot-ha-Garona, Pireneoù-Atlantel, Deux-Sèvres, Vienne, Haute-Vienne
Niver arondisamantoù 41
Niver kantonioù 258
Niver etrekumuniezhioù
Niver kumunioù 4 314

Nouvelle-Aquitaine (Akitania-Nevez e brezhoneg[2]) zo unan eus rannvroioù melestradurel Bro-C'hall, e mervent ar vro abaoe 2016.

Kemeret he deus lec'h teir rannvro all — Akitania, Limousin ha Poitou-Charentes — a zo bet bodet d'ar 1añ a viz Genver 2016, goude ar c'hempenn a zo bet graet d'ar rannvroioù gant ar gouarnamant gall e 2015[3],[4]. "Aquitaine-Limousin-Poitou-Charentes" a zo bet un anv da c'hortoz evit ar rannvro nevez, savet diwar strollañ anvioù ar rannvroioù a oa diagent, en urzh al lizherenneg. An anv « Nouvelle-Aquitaine » a zo bet dibabet da vat gant ar c'huzul-rannvro nevez d'ar 27 a viz Even 2016 ha kadarnaet gant ar C'huzul Stad d'an 13 a viz Gwengolo 2016.

Rannvro vrasañ Bro-C'hall eo ar rannvro nevez, gant ur gorread par da hini Aostria. Bourdel zo bet lakaet da gêr-benn velestradurel dezhi.

Notennoù

kemmañ