Torosad herkiniat Arvorig

(Adkaset eus Menezioù herkiniat)
Torosad Arvorig
Torosad herkiniat Arvorig
Kartenn c'heologel an torosad
Douaroniezh
Uhelder 416 m
Gorread 65 000 km²
Lec'h uhelañ Mont des Avaloirs, Normandi
Melestradurezh
Bro Frañs Frañs, Banniel Gwernenez Gwernenez, Banniel Jerzenez Jerzenez
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh,  Broioù al Liger, Kreiz-Traoñ al Liger, Normandi, Akitania-Nevez Akitania-Nevez
Isrann Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel, Mor-bihan, Penn-ar-Bed, Manche, Orne, Calvados, Mezven, Maine-et-Loire, Sarthe, Vendée, Deux-Sèvres
Geologiezh
Oad Paleozoeg
Mein Reier metamorfek ha gouelezennek


Torosad herkiniat Arvorig, pe Torosad Arvorig ent-berr, zo un torosad douarouriezhel herkiniat (eus Menezioù Harz en Alamagn) e penn kornaoueg Europa. Ennañ emañ Breizh a-bezh hag ivez lodennoù eus kornaoueg Bro-C'hall. Al lec'h uhelañ eo ar Monts des Avaloirs (417m) e departamant ar Mezven. 65 000 km² eo gorread an torosad. Da vare an Hoalad kentañ e savas plegoù-menez a yeas d'ober an torosad herkiniat tro-war-dro ar pezh zo bet anvet Arvorig da heul, un nebeud miliadoù a gantvedoù goude. Uhel-tre e c'hell bezañ bet ar menezioù met ne weler mui nemet ur argompezenn izel a-walc'h, roufennet ha gronnet gant ar mor don war dri diwar pevar eus he c'hostezioù. Ledenez Arvorig a vez graet eus an tiriad-se. Koulskoude torosad Arvorig a zo lod eus un anadenn orogeniezh a zo daou reteradur dezhi : ul lod war an ahel Gwalarn-Gevred, hini an Arvorig, hag ul lod all war an ahel Biz-Mervent, hini an orogeniezh varisk (Tchekia ha Su Alamagn, tolzennad Kreiz, e Bro-C'hall ha meur a aradennad venezioù er bed a-bezh).

Roc'h Trevezel.

Gerdarzh

kemmañ

Koadeier menezioù Harz a veze anvet Silva hercynia gant ar Romaned. Kinniget e voe ober gant "hercynien" (herkiniat)[1] gant ar geologour gall, Marcel Bertrand, e 1887, pa studie geologiezh glaoueg Norzh Bro C'hall. An arbennigourien alamanek a gav gwelloc'h dezho ober gant an anv-gwan varisk, diwar ar Varisked, ur bobl germanek kozh e traoñienn uhel ar Main. An daou anv-gwan a dalv evit an anadenn herkiniat pe varisk, met torosad herkiniat a vez implijet evit an holl dorosadoù seurt-se, evel hini Arvorig, hag orogeniezh pe aradennad varisk evit an anadenn vedel.

 
An torosadoù herkiniat en Europa ar c'hornaoueg, Torosad herkiniat Arvorig a zo e penn kornaoueg ar c'hevandir.

E-pad Marevezh an devonian e krog difluk an aradennadoù a zeu eus an orogeniezh varisk e-kreiz an douaroù a yelo d'ober Kreizeuropa. Er mare-se e voe teuzet kevandiroù kozh ken e voe aozet an dreistkevandir Pangea, dezhi an aradennad nevez. Un amzer hag oberiantiz dektonik vras e oa an devonian. Laurasia ha Gondwana a dostas an eil ouzh egile. Gant ar stokad eus Laurentia ha Baltika e voe krouet Euramerika er c'helc'hiad sec'h a-hed trovan ar C'havr-mor. Un amzer hag oberiantiz dektonik vras e oa an devonian. Laurasia ha Gondwana a dostas an eil ouzh egile.

E kreiz an devonian e kreskas ar gwask tektonik war ar Pangea ha e voe lakaet ar karregadc'harregadoù a-wiskadoù ha poulzet da vont uheloc'h-uhelañ ken e tizhent 6 000 metr en uhelder.

Levrlennadur

kemmañ
  • Gwenole Bihannig, Douaroniezh Breizh : ar vro hag an armerzh, An Here, 1997, 222 p., ISBN 2-86843-163-1

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Hercynien a zo aet da hercynian e saozneg ha setu perak e kaver "herkinian" e-barzh geriadur Favereau. E Geriadur Galleg-Brezhoneg M. Menard e kaver "herkiniat".