Main
Ar Main zo ur stêr vras eus Alamagn, un adstêr d’ar Roen. Eienañ a ra e hanternoz Bavaria, nepell diouzh harzoù ar Republik Tchek. E Wiesbaden e vesk he dourioù gant re ar Roen. Tremen a ra ar stêr Main dre gêrioù Würzburg, Frankfurt, Bayreuth, Kulmbach, Bamberg.
Bageal a c'haller war ar Main a-hed 396 km. Drezañ ha dre ur ganol, ar ganol Roen-Main-Danav, e c'haller mont eus ar Roen d'an Danav.
Istor
kemmañAr Main a oa anavezet gant ar Romaned dindan an anv Moenus. E andon a oa er menezioù Sudeti, e Germania Magna, hag en em deurel a rae er Roen e-kichen kêr Moguntiacum