Bamberg
Bamberg zo ur gêr eus Bavaria, en Alamagn, e rannvro Oberfranken. Gant un tammig ouzhpenn 71 000 a dud o vevañ enni ez eo ur gêr a bouez evit ar c'henwerzh hag evit buhez sevenadurel hanternoz Bavaria (Franken).
Ur gêr gozh eo Bamberg ha sez un eskopti eo. Savet e voe war seizh torgenn, e-kichen kember ar stêrioù Regnitz ha Main. A-hed ar c'hantvedoù eo deuet da vezañ ur gêrig vrav, dindan ren he friñsed-eskibien. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe kalz nebeutoc'h a zistruj e Bamberg eget er c'hêrioù all eus Alamagn, rak ne oa ket diorroet nemeur ar greanterezh enni. Miret he deus eta an neuz a oa ganti gwechall, neuz ur gêr eus ar Grennamzer, ha brudet eo an iliz-veur Sant Pêr ha Sant Jord, savet etre an XIvet hag an XIIIvet kantved. Abalamaour da gement-se eo bet lakaet Bamberg war roll lec'hiennoù Glad ar bed gant an UNESCO, abaoe 1993.
Brudet eo Bamberg ivez abalamour d'ar bier a vez fardet enni.
Gevelliñ
kemmañGevellet eo Bamberg gant ar c'hêrioù-mañ :
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Aostria | Feldkirchen in Kärnten | 1959 |
Aostria | Villach | 1959 |
Frañs | Rodés | 1965 |
Bro-Saoz | Bedford | 1971 |
Hungaria | Esztergom | 1990 |
Republik Tchek | Praha (1añ arondisamant) | 1991 |
Tud brudet
kemmañ- ar pab Klemañs II a voe eskob Bamberg.