Bayreuth
Bayreuth (distaget [baɪˈʁɔʏt] en alamaneg) zo ur gêr e hanternoz Bavaria, war ribl ur vrec'h d'ar stêr Main. Enni ez eus 72 576 a dud o chom (2009).
Brudet eo kêr Bayreuth dre m'eo bet ar sonaozour Richard Wagner o vevañ enni adalek 1872 ha betek e varv e 1883. Ti Wagner (Wahnfried) a voe savet gant harp ar roue Loeiz II Bavaria ha bremañ eo deuet da vezañ ur mirdi gouestlet da Wagner. Ur sonaozour all, Franz Liszt, a varvas e Bayreuth ivez.
En hanternoz ar gêr emañ ar Festspielhaus, ur c'hoariva savet a-ratozh evit leurennañ oberennoù Wagner. Bep bloaz e vez aozet eno Festival Bayreuth zo gouestlet da c'hoariganoù ar sonaozour alaman-se.
Anavezet eo Bayreuth ivez abalamour d'he skol-veur (Universität Bayreuth), zo arbennikaet er studioù war an armerzh hag an endro.
Gevellet gant
kemmañ