Richard Wagner
Wilhelm Richard Wagner, ganet d'an 22 a viz Mae 1813, e Leipzig (e Rouantelezh Saks d'an ampoent) ha marvet d'an 13 a viz C'hwevrer 1883, e Venezia, a oa ur sonaozour, renner c'hoariva ha penn laz-seniñ alaman brudet evit e c'hoariganoù penn-kentañ. Skivet en deus an aozadur hag al libretto evit pep oberenn krouet gantañ.
Da gentañ en deus savet e vrud evel sonaozour oberennoù levezonet gant ar luskad romantelouriel ha tud evel Carl Maria von Weber ha Giacomo Meyerbeer, Wagner en deus reveulziet ar c'hoariganoù dre meiziad Gesamtkunstwerk ("arz hollek"), e-giz-se e c'hallas kenlakaat ar varzhoniezh, ar sonerezh hag al leurennezh asambles en e oberenn. Taolet en deus e sell gant ur rummad arnodadennoù embannet etre 1849 ha 1852. Ar mennozhioù-se a oa efedet gantañ dre e zaou c'hoarigennoù kentañ eus ar c'helc'hiad Der Ring des Nibelungen (Gwalenn Nibelung).
E sonaozurioù (ar re diwezhañ dreist-holl), a zo anavet evit o sonnioù liestra, hesonoù ha lazoù-seniñ pinvidik, hag implij leitmotivoù (frazennoù sonnerezhel liammet gant tudennoù, lerc'hioù, pe vennozhioù). E lañs gant e zoare sonnerel en doa ur pikol levezon war sonnerezh klassel. An Tristan und Isolde graet gantañ a zo barnet evel deroù sonnerezh arnevez a-wechoù.
Wagner en deus savet ur c'hoarigandi anvet Bayreuth Festspielhaus e lec'h ma veze c'hoariet e c'hoarigennoù da gentañ. Hiriv e vez sonet e oberennoù pennañ e-touesk pezhioù all.
E vuhez a veze merchet gant an harlu politikel, gobidelloù karantez turmudus, paourentez ha tec'hel digant e gretaer. E skridoù sulfurus a-zivout ar sonerezh hag ar politikerezh o deus ersavet meur a dudoù, peurgetket gant e lavared enepyuzev. E levezon a doucha en tu-hont metoù eus ar sonerezh met gant metoù al laz-sonerezh, ar filozofiezh, al lennegezh, an arzoù-kaer hag ar c'hoariva ivez.