Énigmes de l'histoire
Énigmes de l'histoire[1] (Luziadelloù an istor) a zo ur stirad skinwel gallek hag a voe skignet war RTF Télévision adalek miz Mae 1956 betek miz Eost 1957.
Savet e veze ar senarioioù gant an daou istorour gall André Castelot (1911-2004) hag Alain Decaux (1925-) a-raok o fiziañ e Stellio Lorenzi (1921-1990) da vezañ sevenet gantañ.
Un nebeud pennadoù, troet e gwenn ha du, a voe skignet eus an 22 a viz Mae 1956 d'ar 24 a viz Eost 1957[2] ; erlec'hiet e voe gant ur stirad all — La caméra explore le temps — adalek ar 14 a viz Gwengolo da-heul.
Ar pennadoù
kemmañ- 22 a viz Mae 1956 : Le Secret de Mayerling (Sekred Mayerling),
- 12 a viz Mezheven : L'Énigme du Temple (Luziadell tour an Templ),
- 10 a viz Gouere : Le Mystère de la Mary Céleste,
- 8 a viz Genver 1957 : L'homme au masque de fer (An den e vask houarn),
- 16 a viz Meurzh : La Double Mort du tsar Alexandre Ier,
- 16 a viz Ebrel : L'Énigme de Marie-Stella (Luziadell Marie-Stella),
- 11 a viz Mae : L'Inconnue de Berlin : Anastasie,
- 13 a viz Eost : Le Chevalier d'Éon (Ar marc'heg d'Eon),
- 24 a viz Eost : Un nommé Charles Naundorf (Un den anvet Charles Naundorf).
An danvez
kemmañKinnig a rae an aozerien d'ar bellarvesterien abadennoù ma veze adsavet luziadelloù liammet ouzh un dudenn[3] istorel.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Pe À chacun sa vérité.
- ↑ La télévision dans la République : les années 50 gant Marie-Françoise Lévy, Editions Complexe, 1999, pajenn 210.
- ↑ Ar vrigantinenn Mary Celeste evit ar pezh a sell ouzh ar pennad Le mystère de la Mary Céleste avat.