Ar stêr Ühaitza[1], pe Uhaitzandi (eus Uhaitz Handia, ar mell froud) (Le Saison, pe gave de Mauléon e galleg), zo ur stêr hag a red dre Zuberoa, e reter Euskal Herria, hag e Bearn, en Okitania.

Ühaitza
Etre Xarra ha Lixoze
Statud stêr
Hirder 72 km
Uhelder an eienenn 288 m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad 627 km²
Bro(ioù) douret Euskal Herria
Diazad stêrioù
?
En em daol e Gave d'Oloron
Ledander er genoù ?
Andon Ligi-Atherei
Adstêrioù 9 (kleiz), 3 (dehou)

C'hoarvezout a ra e Ligi-Atherei, e kanton Tardets-Sorholus, eus kengej al Larraineko ühaitza (Gave de Larrau e galleg) hag ar Santa Graziko ühaitza. Diskenn a ra eus ar Pireneoù ha treuziñ kanton Maule-Lextarre ha kêr Maule. Goude ez a etrezek Bearn. Kemberiñ a ra gant ar Gave d'Oloron e-kichen Sauvatèrra.

An anvioù

kemmañ
  • An anv lec'hel Uhaitz Handia (Uhaitzandi pe Uhaitza hep mui ) a dalv kement ha «froud veur » .
  • An anv gallek Saison a c'hallfe dont eus Gaison, deuet eus ugaitz hag eus uhaitz.

Adstêrioù

kemmañ
  • Apʰanize eo anv an adstêrioù e Berorize (Apʰanize) ha Hauze (Apʰanixe) ;
  • Apʰahura a ro : Apʰaura (Aroue /Apʰurra en Altzai), hag Arrast /Apʰuhura en Altzürükü.

Dre belec'h e tremen

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Euskaltzaindia: 166. araua: Euskal Herriko ibaiak.